derv
derv
Evidon-me a gar va zud, va yezh, va bro / Ha kement zo enni : reier, brug ha derv, / Me zo gwelloc'h ganen gwelet an heol e Breizh, / Klevet trouz ar mor don o krozañ a-hed an deiz, / Bezañ paour, reuzeudik ken a rankin mervel, / Eget bezañ eürus en ur vro all a-bell, / Ma ve ret din eno mougañ ar garantez / A zo krog em c'halon, evel tan ur fornez.
Skrimpañ a rejont buan war ar c’hleuz ; mes p’edont o tiskenn en tu all, soudanenn an Aotrou Breton a spegas ouc’h ur c’hef derv hag en dalc’has a-ispilh. Filip a rankas dont en-dro d’en dispegañ, hag, e-pad keit-se, ar soudard a c’hounezas kement warnezho, ma n’edo ket ouc’hpenn kant paz ken war o lerc’h.
— « Setu aze daou vezvier ! » a lavare ar pintig. — « Da sistra emaint o vont », eme ar vran du, eus beg ur penngos derv. — « O ! n’emaint ket; o ! n’emaint ket, » a respont ar voualc’h. — « Da belec’h eta ? moualc’h beg melen. »
— « Hag ez eus kalz anezhañ ? » — « Ret eo bet lakaat ur planken derv nevez dindan an armel, evit herzel ouzh ar pouez. [...] »
Mont a rejont da welout. Ne oa netra nemet al loar o skediñ war delioù gleb iliav ur wezenn derv.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
derv-du