1. Nec'hamant, poan-spered.
Deur am eus gantañ. An intañvez he deus bet deur evit magañ he bugale. C'hwi a ra deur d'ho tud.
HS. mizer, prederi, trubuilh.
2. [2012, 2015] Evezh a lakaer pa vezer dedennet da vat gant udb.
&
[2012] Kaout deur gant udb. : bezañ dedennet da vat e spered gant udb.
Te ac'h eus deur gant al loened-se.
[2012] Petore deur a c'halle bezañ boutin dezho ?
&
Kemer deur gant udb. : bezañ da vat gant udb.
Kemer a rae kalz deur gant e studi.
&
[2015] Diskouez deur ouzh udb. : diskouez bezañ dedennet gant udb.
[2015] "Petra eo?" a c'houlenn ouzhin hep diskouez tamm deur ebet.
&
Tr. ag.
A'r brasañ deur : eus an dedennusañ-holl.
3. Perzh zo emsav, talvoudus.
Kavout brasoc'h deur. N'eo ket deur ar gostezenn gleiz klask kemer ar galloud.
&
Diouzh deur ub. : hervez ar pezh zo mat evitañ.
DHS. splet.
HS. interest.