Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Nec'hamant, poan-spered. Deur am eus gantañ. An intañvez he deus bet deur evit magañ he bugale. C'hwi a ra deur d'ho tud. HS. mizer, prederi, trubuilh. 2. [2012, 2015] Evezh a lakaer pa vezer dedennet da vat gant udb. & [2012] Kaout deur gant udb. : bezañ dedennet da vat e spered gant udb. Te ac'h eus deur gant al loened-se. [2012] Petore deur a c'halle bezañ boutin dezho ? & Kemer deur gant udb. : bezañ da vat gant udb. Kemer a rae kalz deur gant e studi. & [2015] Diskouez deur ouzh udb. : diskouez bezañ dedennet gant udb. [2015] "Petra eo?" a c'houlenn ouzhin hep diskouez tamm deur ebet. & Tr. ag. A'r brasañ deur : eus an dedennusañ-holl. 3. Perzh zo emsav, talvoudus. Kavout brasoc'h deur. N'eo ket deur ar gostezenn gleiz klask kemer ar galloud. & Diouzh deur ub. : hervez ar pezh zo mat evitañ. DHS. splet. HS. interest.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

Petra a c'hallent kavout dedennus an eil e personelezh egile ? Petore deur a c'halle bezañ boutin dezho ? Ur c'hevrin e oa evit ur bern tud.

2012
Daveenn : DJHMH p10

"Petra eo?" a c'houlenn ouzhin hep diskouez tamm deur ebet, sorbet maz eo he spered gant Katerina.

2015
Daveenn : EHPEA p67

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial