Den zo o teskiñ.
Deskarded ne oant ken.
&
Ent strizh
Den zo o teskiñ e vicher.
N'out ken met un deskard ! Un deskard yaouank. Un deskardez anezhi evit c'hoazh.
HS. desker, deskad.
UR WECH E OA ... Ur c'hrennard, un deskard, ur soudard -Eñvorennoù yaouankiz- gant skeudennoù
EUR WECH E OA ... Eur c'hrennard, Eun diskard, Eur soudard -Envorennou Yaouankiz- gant skeudennou
1944
Référence :
EURW.1
p3
Diskard mat a-walc'h e oan, plijout a raen d'an Aotrou Bouder kenañ : alies e teue du-mañ da ober kaoz gant ma c'herent, ha da gas dezho ma notennoù.
Diskard mat a-walc'h e oan, plijout a raen d'an Aotrou Bouder kenañ : alies e teue dumañ da ober kaoz gant ma c'herent, ha da gas d'ezo ma notennou.
1944
Référence :
EURW.1
p20
Ur skouer fall e oamp d'an diskarded all, gant hor c'henseurtiezh re zigabestr, ha da viz Gouere 1895 e voe roet da c'houzout d'hor bandenn na dalveze ket ar boan deomp dont da glask digor ken.
Eur skouer fall e oamp d'an diskarded all, gant hor c'henseurtiez re zigabestr, ha da viz Gouere 1895, e voe roet da c'houzout d'hor bandenn na dalveze ket ar boan d'eomp dont da glask digor ken.
1944
Référence :
EURW.1
p43
Benn ar fin, e voe ret reiñ 30 lur dezhi evit dislavar. Evit ma marc'had kentañ, e oan 'n em ziskouezet un diskardig...
Benn ar fin, e voe ret rei 30 lur d'ezi evit dislavar. Evit ma marc'had kenta, e oan 'n em ziskouezet eun diskardig...