Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

Gouiziegezh diwar zeskiñ. N'en deus ket a zeskamant. Tennet o deus o deskamant eus al levrioù. Bet em eus diganto deskamant ha skouer vat. & Kaout deskamant : bezañ desket. & (impl. da anv unan dirak ur stn.) Seurt gouiziegezh. Un deskamant kristen. HS. desk, deskadurezh, gouiziegezh, skiant-prenet.

Exemples historiques : 
4
Masquer la liste des exemples

Ur gentel vat ha talvoudek da Bipi rak n’eus diskamant gwelloc’h eget an hini a vez roet deomp hag a zigemeromp, met, klevit ’ta, diwar hon c’houst hon-unan.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1030 (Gouere-Eost 1924)

Gwir eo, en em vodañ a ra hirie e[n]-dro d’ar sant un torkad barnerien, alvokaded ha kelennerien, met daoust d’o brud ha d’o deskamant, petra eo an Aotrounez-se e-keñver an tolpadoù tud, an engroez diniver, ar mor a bardonerien gwechall ?

1954
Référence : VAZA p.52

Aet eo an darn vuiañ anezho da anaon, ha Doue d’o fardono ! met marv pe vev, bet am eus diganto deskamant ha skouer vat, ha da viken e vagin evit pep hini anezho doujañs, trugarez ha karantez.

1954
Référence : VAZA p.68

Ne oa ket deut an hini gozh a-benn d’ober ganin un den santel a veleg gouest, gant an deskamant spontus am boa, da vezañ galvet abred a-walc’h da berson kanton, met laosket he devoa ar soñj-mañ da ziwan en he c’halon : mard eo lakaet da Jarl sevel tiegezh e tibabin e koulz hag en amzer ur wreg dioutañ hag a vo ivez d’am grad.

1955
Référence : VBRU p.2

L'Office public de la langue bretonne