Aet eo an darn vuiañ anezho da anaon, ha Doue d’o fardono ! met marv pe vev, bet am eus diganto deskamant ha skouer vat, ha da viken e vagin evit pep hini anezho doujañs, trugarez ha karantez.
Ne oa ket deut an hini gozh a-benn d’ober ganin un den santel a veleg gouest, gant an deskamant spontus am boa, da vezañ galvet abred a-walc’h da berson kanton, met laosket he devoa ar soñj-mañ da ziwan en he c’halon : mard eo lakaet da Jarl sevel tiegezh e tibabin e koulz hag en amzer ur wreg dioutañ hag a vo ivez d’am grad.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
deskard