ann deskadurez abostolik
"Lennerien, emezañ, e kentskrid e vojennoù, va brezhoneg-me, ned eo ket brezhoneg naetaet a bep kemmeskadurezh eo; komz a ran evel ma ra an dud hep deskadurezh. C'hoant am bize bet da lakaat e-barzh va labour gerioù gwir vrezhoneg hepken, ha da deurel er-maez ar re c'hallek, pa oan evit kaout ur ger brezhoneg bennak gouest da zisplegañ mat ar pezh am boa em spered. Hogen ar vent hag ar rim a oa ret din sentiñ outo; ken a ris dre heg ar pezh na'm bize ket graet dre gaer. Kement-se a gavis kalet evelkent; setu penaos ez a hor brezhoneg ker da goll!"
« N'eus forzh eus a belec'h, a Leon pe a Gerne [e ve], / Hep gouzout tiekaat[,] kemeret koumanant, / Goulenn kas an amzer, hep kaout ur begad skiant, / A oa daou berzh ker fall, ma kavas din oa ret / Reiñ dezhañ e c'houlenn da gentel d'e spered ; / Ha da ziskouez ouzhpenn ned eo ket ar madoù, / Deskadurezh trefoet, nag ivez kozh hunvreoù / Evit deskiñ aotrou, e daou na tri bloavezh, / Kerkoulz ha tieien zo ganet war ar maez. »
Goude-se, evit kreskiñ atav hon deskadurezh keltiek e skrivjomp d'an aotrou Hughes hag e vab, moullerien e kêr Wrexham, evit prenañ ur bern levrioù nevez kembraek, evel oberoù ar varzhed Keiriog ha Mynyddog, Gramadeg John Rowlands, Hanes Cymru Fu, ha me oar pet all, gant goloioù karton livet-brav a rae mez d'al levrioù gallek... paour da welout en o c'hichen.
Nann, siwazh ! al loened ne gomzont mui evel diagent. Kollet eo ganto, e feson, o holl zeskadurezh.
Edo ar breur Arturo o verzout e oa ret dezhañ he gwelout, ur wech diwezhañ... Alc'houez ar Skiant... Alc'houez Skiant ar Vuhez... Pezh a ouie, eñ, n'oa nemet deskadurezh diwar levrioù, skiant diwar c'horre : hel lavaret he doa...
Arru omp skuizh o welet ar bed renet gant an arc'hant : pinvidigezhioù ar blanedenn laeret da viken, tud mistri war dud all, an aer hag ar morioù saotret, spesadoù loened o vont da get peogwir int bet pesketaet pe chaseet betek re, lies[s]eurted an natur taget, ar baourentez oc'h astenn, toulloù-bac'h ha doareoù eveshaat niverusoc'h-niverusañ, brezelioù evit mestroniañ ar c'hailhegoù hag an eoul-maen, an direizhder hag an dismegañs oc'h astenn, an embregerezhioù prevez o lakaat o c'hrabanoù war madelezh an holl, an deskadurezh, ar yec'hed, an anneziñ, an douar paneveken... N'houllomp ket bezañ kengiriek deus an holl draoù-se a ra poan dimp.
N'eus ket a vistri eta ; ar re o deus karism, ar begoù bras hag ar re o deus deskadurezh n'int ket dreist ar re all.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
deskadurezh-Stad