Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. 1. Pezh a gelenner d'un den, d'ur bugel evit e stummañ, e zesevel, e lakaat da ziorren e spered. Reiñ deskadurezh da ub. Un den n'eo den ebet hep deskadurezh a lavare e dad dezhañ alies. DHS. kelennadurezh. 2. Pezh a oar un den diwar zeskiñ. Kaout deskadurezh. Tud a zeskadurezh vras. Tapout a reas buan un tamm mat a zeskadurezh. DHS. anaoudegezh, gouiziegezh. II. B. 1. Stummadur. N'o deus ket bet an eurvad da gaout un deskadurezh evel ar re all. 2. Gouiziadur. E pelec'h e kavo an dud paour-se an holl zeskadurezhioù-se.

Exemples historiques : 
35
Masquer la liste des exemples

deskadurezh kentel

1659
Référence : LDJM.1 pg instruction

deskadurezh

1659
Référence : LDJM.1 pg enseignement

un den yaouank en deus bet diorroadur vat, deskadurezh vat, magadurezh vat, kelennadurezh vat

1732
Référence : GReg pg (un homme bien) elevé

reiñ deskadurezh vat

1732
Référence : GReg pg elever (instruire)

hep deskadurezh

1732
Référence : GReg pg (qui n'a point d') éducation

deskadurezh an Iliz

1732
Référence : GReg pg (la discipline) Ecclesiastique

deskadurezh

1732
Référence : GReg pg éducation (le soin qu'on a d'élever, & d'instruire un enfant)

an deskadurezh abostolik

1732
Référence : GReg pg apostolique

deskadurezh

1732
Référence : GReg pg apprentissage, discipline (instruction, gouvernement), enseignement

reiñ, ober deskadurezh

1732
Référence : GReg pg enseigner (instruire de quelque science)

An deskadurezh abostolik.

1850
Référence : GON.II pg abostolik (la doctrine apostolique).

ann deskadurez abostolik

1850
Référence : GON.II pg abostolik

deskadurezh

1850
Référence : GON.II.HV pg deskadurez, deskouni

an deskadurezh a zo mat da bep hini

1850
Référence : GON.II.HV pg deskadurez

n'en deus roet deskadurezh ebet d'e vugale

1850
Référence : GON.II.HV pg deskadurez

lakaet en deus e vab henañ e deskadurezh

1850
Référence : GON.II.HV pg deskadurez

deskadurezh

1850
Référence : GON.II pg diski

deskadurezh

1850
Référence : GON.II p.21, livre premier, "instruction".

Rikoù oa mab ul labourer-douar hag en doa c'hoant ober ur beleg anezhañ; ne gasas ket avat c'hoant e dad da benn, hag o vezañ er skol e zeskadurezh a chomas fraost.

1867
Référence : MGK Rakskrid VI

"Lennerien, emezañ, e kentskrid e vojennoù, va brezhoneg-me, ned eo ket brezhoneg naetaet a bep kemmeskadurezh eo; komz a ran evel ma ra an dud hep deskadurezh. C'hoant am bize bet da lakaat e-barzh va labour gerioù gwir vrezhoneg hepken, ha da deurel er-maez ar re c'hallek, pa oan evit kaout ur ger brezhoneg bennak gouest da zisplegañ mat ar pezh am boa em spered. Hogen ar vent hag ar rim a oa ret din sentiñ outo; ken a ris dre heg ar pezh na'm bize ket graet dre gaer. Kement-se a gavis kalet evelkent; setu penaos ez a hor brezhoneg ker da goll!"

1867
Référence : MGK Rakskrid VIII

« N'eus forzh eus a belec'h, a Leon pe a Gerne [e ve], / Hep gouzout tiekaat[,] kemeret koumanant, / Goulenn kas an amzer, hep kaout ur begad skiant, / A oa daou berzh ker fall, ma kavas din oa ret / Reiñ dezhañ e c'houlenn da gentel d'e spered ; / Ha da ziskouez ouzhpenn ned eo ket ar madoù, / Deskadurezh trefoet, nag ivez kozh hunvreoù / Evit deskiñ aotrou, e daou na tri bloavezh, / Kerkoulz ha tieien zo ganet war ar maez. »

1867
Référence : MGK p91-92

ur glopennad deskadurezh

1909
Référence : BROU p. 215

Peurnevesaet eo bet, en hon amzer, deskadurezh an istor dre gavadennoù skiant ar Gevredigezh, ha kresket eo bet c’hoazh, da heul, an dalvoudegez anezhañ.

1924
Référence : SKET.II p.29, Notenn (1)

deskadurezh vicher

1931
Référence : VALL pg apprentissage

Goude-se, evit kreskiñ atav hon deskadurezh keltiek e skrivjomp d'an aotrou Hughes hag e vab, moullerien e kêr Wrexham, evit prenañ ur bern levrioù nevez kembraek, evel oberoù ar varzhed Keiriog ha Mynyddog, Gramadeg John Rowlands, Hanes Cymru Fu, ha me oar pet all, gant goloioù karton livet-brav a rae mez d'al levrioù gallek... paour da welout en o c'hichen.

1944
Référence : EURW.1 p61

Estreget klasoù latin-gregach e oa er Golaj ; bez' e oa ivez ur gevrenn evit an deskadurezh « modern », ne veze kelennet enni nemet war ar galleg hag ar jedoniezh.

1944
Référence : EURW.1 p34

Evel am eus lavaret, Sant-Charlez a oa neuze, dindan beli ar Varianited, ur golaj tudjentil, brudet e oa evit reiñ deskadurezh amploc'h eget e lec'h all, ken war ar skiantoù ken war ar bleniadur.

1944
Référence : EURW.1 p51

Gras d’hon deskadurezh, e kemeremp ar vuhez-se evel ur sport nevez, hag e tisprizemp (en hor spered), ar vicher a soudard.

1944
Référence : EURW.1 p.197

Nann, siwazh ! al loened ne gomzont mui evel diagent. Kollet eo ganto, e feson, o holl zeskadurezh.

1944
Référence : ATST p.8

Pezh a ouie, eñ, n'oa nemet deskadurezh diwar levrioù, skiant diwar c'horre : el lavaret he doa...

1949
Référence : SIZH p.64

Edo ar breur Arturo o verzout e oa ret dezhañ he gwelout, ur wech diwezhañ... Alc'houez ar Skiant... Alc'houez Skiant ar Vuhez... Pezh a ouie, eñ, n'oa nemet deskadurezh diwar levrioù, skiant diwar c'horre : hel lavaret he doa...

1949
Référence : SIZH p.64

Ne gredan ket e vefe ar wirionez ganto penn-da-benn rak, daoust ma ’z a hor c’henvroiz war zesketa muioc’h-mui, n’eo ket kement-se un digarez da soñjal eo didalvoud-kaer ar seurt koñchennoù da dud hag o deus deskadurezh.

1950
Référence : KBSA p.5 (Raklavar)

pe topografed), renet e oa ar re-se gant va c'heneil Marceau C., hag hemañ en doa dindan e veli un nebeud tud bet stummet evit-se er skolioù, dreist-holl er misionoù evit an deskadurezh dre vras

1985
Référence : DGBD p70

N'eus ket a vistri eta ; ar re o deus karism, ar begoù bras hag ar re o deus deskadurezh n'int ket dreist ar re all.

2015
Référence : DISENT p89

Arru omp skuizh o welet ar bed renet gant an arc'hant : pinvidigezhioù ar blanedenn laeret da viken, tud mistri war dud all, an aer hag ar morioù saotret, spesadoù loened o vont da get peogwir int bet pesketaet pe chaseet betek re, lies[s]eurted an natur taget, ar baourentez oc'h astenn, toulloù-bac'h ha doareoù eveshaat niverusoc'h-niverusañ, brezelioù evit mestroniañ ar c'hailhegoù hag an eoul-maen, an direizhder hag an dismegañs oc'h astenn, an embregerezhioù prevez o lakaat o c'hrabanoù war madelezh an holl, an deskadurezh, ar yec'hed, an anneziñ, an douar paneveken... N'houllomp ket bezañ kengiriek deus an holl draoù-se a ra poan dimp.

2015
Référence : DISENT p9

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux