Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. H.g. Pezh a ra d'un ober bezañ diaes da seveniñ. Sevel gant diaester. II. G. 1. Tra, plegenn zo diaes. N'eo ket lavaret koulskoude ez eo bet kompezet an diaesterioù. Hag e nijas kuit trabas ha diaesterioù munut ar vuhez. Emaint e-touez diaesterioù. Kavet diaesterioù war e hent. 2. Diemglev. Boazet e oa ouzh an diaesterioù a save dalc'hmat etre e ostizidi. Pa veze ret dibab ur savboent e save diaesterioù. Diaesterioù a bep seurt a skoilh an amziviz. 3. Poan. Un diaester korf bennak. Ma zad, pa veze rust ar goañv, en doa diaesterioù gant e zaouarn. HS. diaezamant.

Exemples historiques : 
7
Masquer la liste des exemples

Goude kerzhout e-pad seizh miz a-dreuz koadoù, strouezhegoù ec’hon, geotegoù ; goude treuziñ un niver gwazhioù, froudoù, stêrioù, avenoù, lennoù, geunioù ; goude trec’hiñ war ziaesterioù, gouzañv skuizhderioù ha tec’hout diouzh riskloù bras, e tigouezhas an holl yaouankizoù-se, an alc’houeder Alouda bepred ouzh o leviañ, war glann gornok lenn an Heol, Sonnolindon (1).

1923
Référence : SKET p.94

"diaester" g., [...], liester "-ioù".

1923
Référence : SKET p.169, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Difficulté".

Davis, en ur dennañ an evezh war ziaesterioù ar goulakadur stêriel, en deus en em ziskouezet a-du gant an hevelep menoz, o vezañ ma kleuze ar seurt froudoù en un doare herrek-tre war aodoù Aostralia ar Biz.

1943
Référence : TNKN p74

Ne adkavis ket eno ar pezh a oan o c'hortoz, hag an diaesterioù, pa ne ve nemet evit ma tegouezhfe ganeomp ar pezh a oa ret evit labourat, a nec'has re va spered e doare ma kouezhis klañv ha ma rankis distreiñ da Europa a-raok ar c'houlz merket.

1985
Référence : DGBD p6

Aet e oa an traoù difonn war-raok dre-benn da ziaesterioù a bep seurt moarvat hag a c'haller kontañ en o zouez, an diouer a arc'hant, ar vosenn, ar brezel - brezel hêrezh Breizh.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 7

da dalañ en doe ouzh tri diaester

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 19

Ya, gouest oc'h da gompren an aon, an anken, an dislavarioù hag an diaesterioù savet gant hoc'h enebourien [...].

2015
Référence : DISENT p105

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux