Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Doar./Stn. A. 1. (db. an oberoù) [1659, 1732, 1850, 1867, 1927, 1931, 1944, 1960] A c'haller ober hep poaniañ. [1732] Aes d'ober. [1732] Aes da lavaret. [1732] Ned eo ket aes reiñ dezhañ da grediñ. [1732] Aesoc'h e tremene ur c'hañval dre grao un nadoz, eget ned ae un den pinvidik d'ar baradoz. [1850] Aesoc'h eo dizober eget ober. [1867] Dougen ur banerad bleuñv zo aesoc'h, a-dra-sur. [1927] Aes. [1931] Aes. [1944] Goude-se ec'h ismore he boued aesoc'h, emezi. [1960] Ar voazamant gozh d'ankouaat, n'eo ket aes. Un dra bennak aes da ober. Ul labour aes. & Ur gentel aes (da zeskiñ) : a c'haller kompren, deskiñ hep poaniañ. Brezhoneg aes : a c'haller kompren hep poaniañ. Lakaat (udb.) da vezañ aes : reiñ tu (d'ub.) d'e gompren, d'e ober hep poan. & Bezañ aes d'ub. ober udb. : na vezañ re labourus, re skuizhus dezhañ e ober. & (db. ar mareoù, ar plegennoù) Bezañ aes d'ub. ober udb. : degouezhout mat ar c'houlz-mañ-koulz dezhañ evit ober an dra-se. Pegoulz e vo aes dit mont di ? & Trl. (db. an dud) Bezañ aes bras a ober udb. : bezañ laouen da ober udb. Aes bras e vin a sikour sevel an iliz. 2. (db. an dud, al loened) A c'haller ober war e dro hep kaout bec'h gantañ. Ur glañvourez aes. Ur gazeg aes. 3. (db. an dud, db. o anien) [1732, 1931] A c'haller ober outañ hep kaout bec'h gantañ. [1732] Aes da gontantiñ, da ober dioutañ. [1931] Aes ober outañ. N'eo ket ur plac'h aes. & Trl. Ur spered aes a zen : un den aes ober outañ. 4. (db. ar c'hleñvedoù) [1867] Stagus. [1867] Kleñved aes da bakañ, taolet eus an neñvoù. B. 1. (db. ar gweleoù, ar c'hadorioù, al lec'hioù m'en em gaver) [1985] Plijus, en em santer klok ennañ. [1985] Hervez kerzhed an dougerien e vez ivez aesoc'h pe ziaesoc'h an tipoy. Ur gwele, ur gador aes. Kavout aes e wele. En em gavout aes en ul lec'h. 2. (db. ar pezhioù dilhad) En em gaver mat ennañ. Aes eo ar botoù-mañ em zreid. 3. (db. an hentoù) Kompez, brav mont gantañ. Ne gavoc'h ket aesoc'h hent da vont di. 4. (db. ar vuhez) Hep skoilh, hep trubuilh. An den-se zo aes e vuhez dezhañ. & Trl. N'eus poan aes ebet. C. 1. (db. stad danvezel an dud) Brav, plijus (d'ub. bezañ en un tu bnk.) Me zo aes amañ. Eno e vo aes deoc'h. Me zo gwech aes ha gwech diaes. 2. Trl. Bezañ aes e spered : bezañ distrafuilh. Ne vez morse aes e spered. D. (en e zerez uhelañ, en lav.-nac'h) [1867] Disterañ [1867] Ned int ket gouest da ober an disterañ lizher, an aesañ bilhed. II. Adv. [1732, 1943] Hep poan. [1732] Gwerzhañ pront hag aes. [1943] Ne gav ket dezhañ o devije gallet an atredadurioù chom blot a-walc'h evit bezañ lamet ken aes a-daol-trumm. Ur gontell a droc'h aes. Kousket aes. & [1732] en aes : en un doare aes. & Tr. adv. [1931, 2015] aesoc'h a se : en un degouezh a zo aesoc'h d'an den. [1931] Din da skrivañ aesoc'h a se. [2015] Emichañs e vo bet didolpet an engroez a-benn neuze hag e erruimp di aesoc'h a se. ES. diaes.

Exemples historiques : 
67
Masquer la liste des exemples

aes

1659
Référence : LDJM.1 pg aise (facile), aisement, facile, opportun, aes

aes da aznaout

1732
Référence : GReg pg connoissable

en aes

1732
Référence : GReg pg facilement

aes da aznaout

1732
Référence : GReg pg connoissable

ned eo ket aes reiñ dezhañ da grediñ

1732
Référence : GReg pg accroire

n'eo ket aes e dromplañ

1732
Référence : GReg pg accroire

aes da c'houliañ

1732
Référence : GReg pg (facile à) blesser

aesoc'h e tremene ur c'hañval dre grao un nadoz, eget ned ae un den pinvidik d'ar baradoz

1732
Référence : GReg pg (un) chameau (passeroit plus aisement par le chas d'une égüille, qu'un riche n'entrerois dans le Roïaume des Cieux, dit Jesus-Christ, en Saint Matth.)

aes

1732
Référence : GReg pg clair (aisé)

aesoc'h

1732
Référence : GReg pg clair (aisé)

aesañ

1732
Référence : GReg pg clair (aisé)

aes

1732
Référence : GReg pg commode (aisé, facile)

aes da gontantiñ, da ober dioutañ

1732
Référence : GReg pg facile (à contenter)

gwerzhañ pront hag aes

1732
Référence : GReg pg debiter (vendre facilement, & promptement)

aes da gontantiñ

1732
Référence : GReg pg accomodant

aes

1732
Référence : GReg pg aisé, aisément, facile, facilement

aes d'ober

1732
Référence : GReg pg aisé

aes da lavaret

1732
Référence : GReg pg aisé

aes da ober

1732
Référence : GReg pg aisé, facile

aesañ

1732
Référence : GReg pg aisé

aesoc'h

1732
Référence : GReg pg aisé

gwerzh pront hag aes

1732
Référence : GReg pg debit

aes

1732
Référence : GReg pg aisé, commodité (aise, facilité)

aes

1732
Référence : GReg pg accomodant, commode (aisé, facile), commodement

aes

1850
Référence : GON.II pg éaz

Aesoc'h eo dizober eget ober.

1850
Référence : GON.II pg dizôber (Il est plus facile de défaire que de faire).

n'eo ket aes an dra-se da ober

1850
Référence : GON.II pg éaz

aes

1850
Référence : GON.II pg éz

aes

1850
Référence : GON.II pg aez

aes

1850
Référence : GON.II pg éz

aes

1850
Référence : GON.II pg eaz

ned int ket gouest da ober an disterañ lizher, an aesañ bilhed, ne ouzont ket memes dre pe benn o c'homañs, ha dre-se dic'hallout d'o esplikañ da re all

1865
Référence : MBF.to p. V.

Dougen ur banerad bleuñv zo aesoc'h, a-dra-sur, hag an aotrou Milin a zoug skañv ha brav ar re en deus kutuilhet tu-mañ, tu-hont e liorzhoù ar Varvailherien gozh, e liorzh Yann ar Feunteun, dreist ar re all.

1867
Référence : MGK Rakskrid X

Ur c'hleñved didruez hag a skign dre'r bed-holl Ar spont hag ar marv, pa deu d'en em ziroll, Kleñved aes da bakañ, taolet eus an eñvoù, Da skarzhañ pizh an douar eus e holl dorfejoù, Ar vosenn hec'h anv, a stlape en ifern Loened a-vagadoù kaset ganti d'ar bern.

1867
Référence : MGK p23

« Hag an dra-se c'hoarvez, bremañ me wel ervat, / Dre na c'hwezin biken tamm ebet tiekaat / Gallout labourat douar a gave din a oa aes, / Ha ne oa ret da se nemet mont war ar maez, / Dre c'houzout ar galleg, d'ober skol da ezen ; / Ha padal, an ezen ra skol d'an aotrouien. »

1867
Référence : MGK p93-94

Al logoden diwar ar maez / Zo skouer d'ar re ned int ket aes, / Ned int ket aes war ar maezioù / Da chom hep dont war-dro 'r c'hêrioù, / Da ziskouez ez int tud diskiant, / O kaout o devezo arc'hant, / Dilhad kaer ha boued da vevañ / Evit treiñ ar vein da sec'hañ.

1867
Référence : MGK p129

O c’haout a reas aes a-walc’h.

1877
Référence : EKG.I. p.257-258

Evit kavout aesoc’h ha didrousoc’h digor e ti Loull ar Bouc’h, ec’h ejont da glask e sakrist evit mont ganto da skeiñ war an nor ha da c’hervel ar person.

1877
Référence : EKG.I. p.110

Setu perak Yann Pennorz ne vezo biken republikan, rak ne gavo biken aes mont mesk-e-mesk gant ar vezvierien, ar [c'h]aleounerien, ar vuntrerien, an dud diroll ha difeiz.

1877
Référence : EKG.I. p.205

Evelato an Aotrou de la Marche n’oa ket evit chom pell kuzhet e ti an Itron du Laz, rak an ti-se a zo e kêr, ha ma teuje an disterañ bec’h warnezhañ e vije tizhet aes a-walc’h abalamour ne gavje ket e dro da dec’het kuit : e kêr n’eus na koad, na lann da guzhet en o zouez.

1877
Référence : EKG.I. p.16

Derc’hel ar biz en tan da zeviñ a zo diaes-meurbet ; klevet kontañ deoc’h o toareoù fall n'eo ket kalz aesoc’h.

1877
Référence : EKG.I. p.57

Divarc’hañ an nor ! Arabat e oa din en esaat, rak re skuizh ha re zinerzh e oan bremañ evit se. Aesoc’h c’hoazh e oa din mont dreist ar voger.

1878
Référence : EKG.II p.40

Mentek ez oa, kreñv ha mistr ; aes ober ganti, digroz ha didabut, tra souezhus evit ur ramzez.

1923
Référence : SKET p.41

E gerent hag e vignoned en em c’hronne war e dro da reiñ dezhañ gourc’hemennoù : « Digor da ene d’al levenez holl-zistrafuilh, emezo ; rak setu emaout digouezhet e lec’h ar Peur-ehan, ma vez kaset da vat pep taol ennañ aes ha diboan, ma teu pep tra digoust-kaer, ma na sav harz ebet ouzh kammedoù ha mennad mab-den. »

1923
Référence : SKET p.75

M’o dije da c’hoarezed karet al Lezenn, m’o dije meizet an dalvoudegezh hag ar pouez anezhi, aes o dije he sevenet.

1923
Référence : SKET p.112 (p.199, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 112, en eil aradennad skritur-stouet, e lec’h « talvoudelez[h] » kentoc’h « talvoudegez[h] », n’eus nemeta[ñ] a gement a ve boaziet").

Hogen, kement-se, keit ha ma ouzon, ne voe biskoazh ar c’hiz ganeomp, hag aes eo gouzout perak.

1923
Référence : SKET p.45

aes

1927
Référence : GERI.Ern pg aes (aisé, facile)

aes

1927
Référence : GERI.Ern pg aes (aisé, facile)

aes

1927
Référence : GERI.Ern pg aes (aisé, facile)

aesoc'h

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXVII

aes

1931
Référence : VALL pg aisé, aisément (sans peine)

aes ober outañ

1931
Référence : VALL pg accomodant

din da skrivañ aesoc'h a se

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXVII

Pellaet eo bet koulskoude goulakadur Shepard gant Johnson; ne gav ket dezhañ o devije gallet an atredadurioù chom blot a-walc'h evit bezañ lamet ken aes a-daol-trumm.

1943
Référence : TNKN p72

Goude-se ec'h ismore he boued aesoc'h, emezi.

1944
Référence : EURW.1 p77

An aotrou Vallée a lakaas da grediñ aes a-walc'h an aotrou Delangle e vije gounidus dezhañ moullañ ur pennad brezhonek pe zaou war e gazetenn.

1944
Référence : EURW.1 p56

Aes eo deoc'h divinout piv 'oa ar skolaer.

1944
Référence : EURW.1 p57

Klevout gwigour an nor o tigeriñ, o serriñ, an dud o vale war al leur-di pe o kaozeal en he c’hichen a zo ur verzherinti eviti. Hag aes eo kompren.

1944
Référence : ATST p.39

— « Ha gwelloc’h en deus kavet Herri en em veuziñ eget en em stagañ ouzh ar groug : aesoc’h e oa dezhañ… » — « …Ken sempl ma oa dezhañ ! »

1944
Référence : ATST p.86

Kemerit va bag evit un nebeut ["nebeud"] devezhioù mes… — hag aes eo kompren an dra-mañ — n’on ket evit prestañ deoc’h va bag… evit netra.

1944
Référence : ATST p.102

Ha c’hwi, Lom, c’hwi hoc’h eus lezet ar vag da vont da heul an dour, pa oa aes-kenañ derc’hel anezhi en he flas en ur roeñvañ un disterañ.

1944
Référence : ATST p.121

Hogen pa’z eo gwir n’emañ ket war hon tro korf an touell, aesoc’h eo herzel, disteroc’h riskl an argoll… Daoust ma’z eus da ziwall er gouent zoken, rak an Diaoul a zo soutil, lies-stumm, diniver e widreoù !...

1949
Référence : SIZH p.41

Sitoian kabiten, komzit fraeshoc’h, / M'hoc'h ententin, neuze, sklaer hag aesoc'h.

1960
Référence : PETO p35

Sitoianed, ma digarez, m'ho ped / Ma ne vez ma zeod gwall sentus bepred; / Ar voazamant gozh d'ankouaat n'eo ket aes / Pardonit rak-se d'ar personig kaezh. / D'ar Republik e vo atav feal...

1960
Référence : PETO p35

Hervez kerzhed an dougerien e vez ivez aesoc'h pe ziaesoc'h an tipoy, ha bez ez eus strolladoù tipoyerien vat hag a ya plaen hag unvan gant o hent, ha re all hag a gerzh an eil a-dreuz d'egile, ouzh o lakaat da vont a lammoùigoù evel ma ra ul loen-kezeg pa ya d'ar piltrot.

1985
Référence : DGBD p34

Aesoc'h a-se [na waskañ war an dud] e vez a-drugarez da boell ekonomiezh ar marc'had : breskoc'h-bresk e vez al labourerien ha nebeut-tre a amzer o dez da brederiañ ; dibaouez e vez broudet an tiegezhioù da brenañ ha da veveziñ, ar pezh a zegas dle muioc'h-mui war o chouk hag a redi anezhe da soñjal en amprestoù da resteurel kentoc'h evit er stourm.

2015
Référence : DISENT p153

Emichañs e vo bet didolpet an engroez a-benn neuze hag e erruimp di aesoc'h a-se.

2015
Référence : EHPEA p45

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux