1. Na oar ket diouzh udb.
Bezañ dianaoudek eus udb. Ur bugel dianaoudek eus ar brezhoneg. Tud dianaoudek eus al lezenn.
2. Dre ast.
Dizesk, diouiziek.
Ul lizher skrivet gant un den dianaoudek.
3. A ra fae war ar vad a oa bet graet dezhañ ; na oar ket grad-vat d'e vadoberour.
Bezañ dianaoudek e-keñver ub. Ur c'hi dianaoudek.
4. Dre ast.
Ankounac'haus, divemor.
Ar bobl a zeu da vezañ dianaoudek ha da leuskel he yezh.
5. A-wechoù
Dianav.
Ur vro dianaoudek.
&
Trl.
Bezañ dianaoudek da ub. : na vezañ anavezet gantañ.
C'hwi zo dianaoudek din.
ES. anaoudek.