Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Na oar ket diouzh udb. Bezañ dianaoudek eus udb. Ur bugel dianaoudek eus ar brezhoneg. Tud dianaoudek eus al lezenn. 2. Dre ast. Dizesk, diouiziek. Ul lizher skrivet gant un den dianaoudek. 3. A ra fae war ar vad a oa bet graet dezhañ ; na oar ket grad-vat d'e vadoberour. Bezañ dianaoudek e-keñver ub. Ur c'hi dianaoudek. 4. Dre ast. Ankounac'haus, divemor. Ar bobl a zeu da vezañ dianaoudek ha da leuskel he yezh. 5. A-wechoù Dianav. Ur vro dianaoudek. & Trl. Bezañ dianaoudek da ub. : na vezañ anavezet gantañ. C'hwi zo dianaoudek din. ES. anaoudek.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

dianaoudek

1659
Daveenn : LDJM.1 pg ingrat

dianaoudek

1850
Daveenn : GON.II pg dianaoudek, dizanaoudek

n'eo ket ken dizanaoudek ha c'hwi

1850
Daveenn : GON.II pg dizanaoudek, dianaoudek

Ker gwenn e oa hag al liñser ma oa kuzhet dindani, ha dianaoudek eus an holl draoù a oa en-dro dezhi.

1944
Daveenn : ATST p.53

Rak, evite da vezañ deuet a-bell-vro, ar re-se ne oant ket dianaoudek a-grenn eus ar sevenadur gresian-ha-roman.

2016
Daveenn : ILIAS p. 8

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial