1. RELIJ.
[1931] Kefridi kelenn an Aviel fiziet en daouzek abostol er relijion gristen.
2. Dre ast.
[1931] Strivoù graet gant kristenien, beleien anezho prl., evit avielañ ar re n'int ket kristenien, evit kenteliañ ar gristenien.
War tachenn an abostolerezh kristen. Ar brezhoneg ne oa evitañ nemet ur benveg abostolerezh e-touez ar gristenien dizesk.
3. Dre skeud.
[1931, 1954] Strivoù graet gant gred evit brudañ ha lakaat degemer soñjoù pe mennozhioù e-mesk an dud.
Abostolerezh ar gomunourien.
[1954] Dre-se ’ta e voe bet difennet strizh d’hor martoloded mont da vale kêr, moarvat bete-gouzout na vougje ar Rusianed gant ar c’hoant ober kemend-all, ha dalc’het e veze ar re-mañ war vourzh evit o diwall diouzh an abostolerezh ruz, ha marteze gant aon na fellje d’unan anezho degas gantañ en e c’hodell ur vombezenn vunut d’ober e stal d’e Vestr ha d’e diegezh.
Référence :
VALL
pg apostolat (action de propager)
c) plediñ a reas gant abostolerezh ar c'hoariva hag ar c'han.
c) pledi a reas gant abostolerez ar c'hoariva hag ar c'han.
1944
Référence :
EURW.1
p.143
Dilezel a rajen an abostolerezh evit embregañ war ar paper-timbr ; ehanañ a rajen da redek bro, evit redek ar ch’anton hepken, da ober gwerzhidigezhioù, ivantorioù, prizadegoù chatal hag annez.
Dilezel a rajen an abostolerez evit embrega war ar paper-timbr ; ehana a rajen da redek bro, evit redek ar ch’anton hepken, da ober gwerzidigeziou, ivantoriou, prizadegou chatal hag annez.
1944
Référence :
EURW.1
p.209
Dre-se ’ta e voe bet difennet strizh d’hor martoloded mont da vale kêr, moarvat bete-gouzout na vougje ar Rusianed gant ar c’hoant ober kemend-all, ha dalc’het e veze ar re-mañ war vourzh evit o diwall diouzh an abostolerezh ruz, ha marteze gant aon na fellje d’unan anezho degas gantañ en e c’hodell ur vombezenn vunut d’ober e stal d’e Vestr ha d’e diegezh.
Dre se ’ta e voe bet difennet strizh d’hor martoloded mont da vale kêr, moarvat betegouzout na vougje ar Rusianed gant ar c’hoant ober kemend-all, ha dalc’het e veze ar re-mañ war vourzh evit o diwall diouzh an abostolerezh ruz, ha marteze gant aon na fellje d’unan anezho degas gantañ en e c’hodell ur vombezenn vunut d’ober e stal d’e Vestr ha d’e diegezh.