Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. RELIJ. [1931] Kefridi kelenn an Aviel fiziet en daouzek abostol er relijion gristen. 2. Dre ast. [1931] Strivoù graet gant kristenien, beleien anezho prl., evit avielañ ar re n'int ket kristenien, evit kenteliañ ar gristenien. War tachenn an abostolerezh kristen. Ar brezhoneg ne oa evitañ nemet ur benveg abostolerezh e-touez ar gristenien dizesk. 3. Dre skeud. [1931, 1954] Strivoù graet gant gred evit brudañ ha lakaat degemer soñjoù pe mennozhioù e-mesk an dud. Abostolerezh ar gomunourien. [1954] Dre-se ’ta e voe bet difennet strizh d’hor martoloded mont da vale kêr, moarvat bete-gouzout na vougje ar Rusianed gant ar c’hoant ober kemend-all, ha dalc’het e veze ar re-mañ war vourzh evit o diwall diouzh an abostolerezh ruz, ha marteze gant aon na fellje d’unan anezho degas gantañ en e c’hodell ur vombezenn vunut d’ober e stal d’e Vestr ha d’e diegezh.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

abostolerezh

1931
Daveenn : VALL pg apostolat (action de propager)

c) plediñ a reas gant abostolerezh ar c'hoariva hag ar c'han.

1944
Daveenn : EURW.1 p.143

Dilezel a rajen an abostolerezh evit embregañ war ar paper-timbr ; ehanañ a rajen da redek bro, evit redek ar ch’anton hepken, da ober gwerzhidigezhioù, ivantorioù, prizadegoù chatal hag annez.

1944
Daveenn : EURW.1 p.209

Dre-se ’ta e voe bet difennet strizh d’hor martoloded mont da vale kêr, moarvat bete-gouzout na vougje ar Rusianed gant ar c’hoant ober kemend-all, ha dalc’het e veze ar re-mañ war vourzh evit o diwall diouzh an abostolerezh ruz, ha marteze gant aon na fellje d’unan anezho degas gantañ en e c’hodell ur vombezenn vunut d’ober e stal d’e Vestr ha d’e diegezh.

1954
Daveenn : VAZA p.183

Ofis publik ar brezhoneg