Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

ISTOR AR RELIJ. KRISTEN, GWIR RELIJ. I. A. 1. [1499, 1732, 850, 1931] A denn d'an ebestel. [1732, 1850] An deskadurezh, [1732] ar feiz abostolik. & Sened abostolek : Anv roet d'ar pevar emvod hollek dalc'het gant an ebestel, gouez d'an oberoù. 2. Dre ast. Kantved, amzer abostolek : kantved kentañ an Iliz ma oa bev an ebestel hag o erlec'hidi dostañ. 3. Tadoù abostolek : kentañ skriverien gristen deuet diouzhtu war-lerc'h mare an ebestel hag a-raok Tadoù Apologel an eil kantved. 4. Reol apostolek : Levrioù m'emañ merket ar reolennoù emzerc'hel degemeret da vareoù kentañ an Iliz. B. 1. A sav didroc'h da lignez an ebestel. 2. Trl. [1622, 1732] Relijion katolik, apostolek ha roman : relijion Roma diazezet evit darn war skridoù an ebestel. & [1910] N'eo ket un iliz abostolek. 3. [1732] Zo e bal ledañ ar feiz kristen. [1732] Misioner abostolik. 4. Ent strizh. [1732] A denn d'ar Pab, evel diskennad sant Pêr, priñs an Ebestel. Ar galloud abostolek. & Ar sez, [1732] ar sichenn abostolek : lec'h m'emañ diazezet ar Pab, anezhañ eskob Roma, ha ma laka e pleustr e aotrouniezh veur war an Iliz katolik a-bezh. [1732] Ar sichenn apostolik. HS. Kador sant Pêr. & Kambr abostolek : Lez-varn a bled gant an aferioù a denn da domani pe da deñzor ar sez abostolek. & Dileuriad abostolek : dileuriad eus ar sez santel n'eus ket gantañ a veli diplomatel. & Lizher abostolek : teul embannet gant ar sez abostolek. & Kannad abostolek : Kannad ofisiel ar Pab ouzh ur gouarnamant & ISTOR [1732] Noter abostolek : ofiser publik, karget da sevel aktaoù melestradurel zo, en anv ar Pab, en domanioù dindan e zalc'h. II. Dre skeud. 1. ROUEZ. A denn d'un abostol. 2. A denn d'al labour ledañ soñjoù zo pe ur gredenn relijiel e-touesk an dud prl. Ur skol abostolek : zo he fal stummañ danvez beleien da ziazezañ misionoù. 3. Dezhañ perzhioù zo re an ebestel. Ur youl abostolek.

Skouerioù istorel : 
23
Kuzhat roll ar skouerioù

abostolek

1499
Daveenn : LVBCA p26 (appostolique)

M. Petra a gredit-hu dre ar feiz ? D. Kement a zelc'h hag a gred hor mamm sant[el an] Iliz katolik, Apostolik ha roman, ha spesialamant an artikloù zo aretet er Gredo.

1622
Daveenn : Do. p10

M. Petra eo 'n doktrin kristen ? D. An heni en deus bet desket deomp Jezuz Krist, pan veve war an douar, hag a zesk deomp an Iliz katolik, apostolik ha roman.

1622
Daveenn : Do. p6

Petra a gredit-hu dre ar Feiz ? D. Kement a gred hag a zalc'h hor mamm santel an Iliz katolik, apostolik, ha romen, ha spesialamant an artikloù a zo aretet er C'hredo.

1677
Daveenn : Do. p11

M. Petra ez eo an doktrin kristen? D. An hini en deveus bet desket deomp hon Salver Jezus-Krist pa veve war an douar, hag a zesk deomp an Iliz santel, katolik, apostolik, ha romen.

1677
Daveenn : Do. p7

ar sich abostolik

1732
Daveenn : GReg pg apostolique, pg chaire (Siège Pontifical, ou, du Souverain Pontife)

ar sichenn abostolik

1732
Daveenn : GReg pg apostolique

misioner abostolik

1732
Daveenn : GReg pg apostolique

abostolik

1732
Daveenn : GReg pg apostolique

an deskadurezh abostolik

1732
Daveenn : GReg pg apostolique

An Iliz katolik, abostolik ha romen

1732
Daveenn : GReg pg apostolique

ar feiz abostolik

1732
Daveenn : GReg pg apostolique

ar feiz katolik, abostolik, ha romen

1732
Daveenn : GReg pg (la Foi) Catholique (Apostolique, & Romaine)

sichenn abostolik

1732
Daveenn : GReg pg chaire (siège Pontifical, ou du Souverain Pontife)

disklêrasion eus a gredenn an Iliz Katolik, abostolik, ha Romen

1732
Daveenn : GReg pg confession (de foi, déclaration des articles de la Foi de l'Eglise Romaine)

Disklêriañ war e le penaos ez kreder, kement a gred hag a zesk da gridiñ, hon mamm santel an Iliz katolik, abostolik ha romen.

1732
Daveenn : GReg pg confession (faire sa confession de foi)

An Iliz Katolik, Abostolik, ha Romen

1732
Daveenn : GReg pg (l') Eglise (Catholique, Apostolique, & Romaine)

noter abostolik

1732
Daveenn : GReg pg apostolique

ar sich abostolik

1850
Daveenn : GON.II.HV pg sich

An deskadurezh abostolik.

1850
Daveenn : GON.II pg abostolik (la doctrine apostolique).

abostolik

1850
Daveenn : GON.II pg abostolik (Apostolique, qui vient, qui procède des apôtres).

n'eo ken un iliz abostolek

1910
Daveenn : MBJL p35

abostolek

1931
Daveenn : VALL pg apostolique

Notennoù studi

Betek ar XVIIvet kantved ne anavez ar yezh nemet ar stumm "apostolik", gant "p". Hemañ eo stumm ar C'hatolicon (1499) hag hini Doctrin an Christenien (1622). Padal e kaver dija abostol hag abostoler gant "b", er C'hatolicon. Adalek an XVIIIvet kantved ha geriadur Gregor a Rostrenenn (1732) ne weler mui nemet "abostolik" gant b. Hemañ eo ar stumm nemetañ anavezet gant ar Gonideg ivez (1850). E deroù an XXvet kantved eo e teu ar stumm "abostolek" da gemer tamm-ha-tamm lec'h ar stumm boas "abostolik" en implij betek neuze. Evit doare eo e 1910, dindan bluenn Kloareg ar Wern (L. Le Clerc), e "Ma beaj Londrez", eo deuet ar stumm "abostolek" war wel evit ar wech kentañ. Ne gaver ket "abostolik/abostolek" e geriadurioù Ernault. Vallée a adkemer ar stumm "abostolek" en e c'heriadur eus 1931. Abaoe eo hemañ ar stumm zo talvezet evit ar genyezh. An Nouveau dictionnaire Breton-Français gant Roparz Hemon ne ginnige-eñ nemet "abostolel" eus e du.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial