diaoul
diaoul
diaouled
diaoul
mar an diaoul...
Ar marichal a savas e benn. E fri a oa o wadañ. Ne gomprene ket re vat en holl ar pezh a oa c’hoarvezet. C’hoant en doa da lavarout : Petra an diaoul on deuet d’ober amañ ?
Hopal a ra [ar c'hoarier], pa 'z a an horell pell an diaoul : — « Hemañ 'zo taol mat a vrec'h gwell / A ya timat hag a bad pell ».
Fidandoustik ! Job ha Lom ne oant ket pell o sevel; ul lamm-spont a rejont diouzh ar foz, evel ma vije bet an diaoul krog e foñs o bragoù.
Va lennerion ger, ne gasin ket ac’hanoc’h betek goueled ar puñs, kenkas ["ken kaz"] e chomfe unan bennak etre dent an diaoul mut.
Tud a gomze etrezo. Tud ? Nann, diaouled e oant, kentoc’h.
Ur vaouez zoken he doa klevet da hanternoz, eeun-hag-eeun, ur vouezh o hopal : — « Me eo Satanaz ! Satanaz an diaoul mut ! »
A ! pebezh abadenn an diaoul neuze, d’an eur-se eus an deiz, war vord ar stêr ! Satanaz e-unan o vlejal e-leizh an ifern n’en dije ket graet muioc’h a drouz eget Lom o hopal er vag : — « Sikour ! Sikour ! Sikour din ! Beuzet e vin. O ! o ! »
–…Ar Vaouez ? Ijinusañ skoazellerez an Toueller da gas ar Bed da goll… Skoazellerez an Diaoul an hudurañ, enebourez priziusañ vertuz mab-den, ar c’hlanded… Vas iniquitatis, puñs ar c’hadaliezh… Bez gwenn ha flamm e ziavaez, ha brein e ziabarzh : dont a ra a-benn da wiskañ hetus ar Pec’hed Hudur !
Hogen pa’z eo gwir n’emañ ket war hon tro korf an touell, aesoc’h eo herzel, disteroc’h riskl an argoll… Daoust ma’z eus da ziwall er gouent zoken, rak an Diaoul a zo soutil, lies-stumm, diniver e widreoù !...
Da gentañ ur gristenez vat e oa « señorita » zu an iliz. Na kalonek e tibune he chapeled ! N'oa ket, anat, kement a zevosion evit kenvevañ gant gwidreoù kannadezed an Diaoul.
Ar breur Arturo a oa skrijet gantañ e sorc'henn-noz divalav : ne zeu an diaoul, nemet dre deñvalijenn, da heskinañ an eneoù gwerc'h.
Bez’ e vez amañ bep Sul ha bep gouel bagadoù martoloded na fell ket dezho mont en kêr d’ober an diaoul hag e bevar, o vezañ ne van gwenneg ebet en o godell, ha n’ouzont ket ober tra eus o c’horf e-pad un hanterdevezh daoust ha ma teu kerent ha mignoned d’o gweladenniñ ; a-wechoù zoken e stagont d’en em gannañ gant ar faezh ma vezont o varailhat.
Bez’ oa ivez seier lêr leun-kouch a amann troet, met taolet e voe al loustoni-se er mor, seier hag all, kerkent ha ma voe al lestr a-ziwar-wel eus an douar, rak den ne bade gant ar c’hwezh a save diouti, ha pa zegouezh d’an diaoul kamm leuskel ul louf, sed aze moarvat ar flaer a van war e lerc’h.
Bep gwech ha gant pep hini e veze graet diouti « Soaz Sapeur », dre ma'z oa bet gwechall he zad « Sapeur » o vrezeliañ n'ouzon ket pelec'h an diaoul war-lerc'h Napoleon kozh.
[...] lagad ebet ne dennen a-ziwar vizied an dall o kas en-dro dornikell ar viell. Ya, met eus pelec’h an diaoul pourchas ar seurt benveg ?...
Kaer am beze gwinkal ha difretañ, graet e veze din 'ta lonkañ hep sellout berr, ha kement hag ober plijadur d’am zintin, ur bern moc’haj, blaz an diaoul warno, ha na raent na droug na vat d’ur bugel ken yac’h ha den.
Hañv-goañv, forzh penaos e teurveze d'ar mor bezañ, splannoc'h eget ur melezour pe ken kounnaret hag un diaoul dichadennet, boulc'het ha kaset e veze da benn, a-wechoù deiz ha noz, pleustradegoù a bep seurt, da skouer : tennañ war listri kozh, kerreg en donvor, pe razelloù stlejet gant bigi-dre-dan, leviata, treiñ war du-mañ-tu, ha tu evit tu, ar skouadrenn a-bezh pe dre rannlistri an eil war lerc'h egile, stlepel tarzherezed hag o gwintañ goude war vourzh, eveshaat ouzh ar splujerien, kargañ glaou-douar a-dizh pe boledoù a bep seurt ment, gedal ouzh an tarzherien, hag ur bern traoù all ouzhpenn, hag e tu-hont da se kenteliañ a-hed ar bloaz pep rummad martoloded : skol ar ganolerien, skol ar fuzuilherien, an darzherien, al levierien ha zoken ar wernerien, daoust ha ne veze pell 'zo kel ebet nag eus gouel nag eus lien.
Kerkent all e stage al lonker da c’haloupat ha da zifretañ gant e zivrec’h marmouz en ur veogal didruez : « Kanaam ! Kanaam !... Kanaaaam ! » hag ar paour kaezh plac’h da redek ken ma c’hoarzhe an diaoul ouzh he zreid.
Kailhenn an diaoul !
Heñvel int ouzh diaouled da welout gant o daoulagad vras deut er-maez eus o fenn, ken gwazh ha kerniel, o angelloù dreinek, unan savet a-bik war o c'hein, ha div all vihanoc'h a bep tu.
evel gov Scarrington, e Nottinghamshire, en deus savet un tour pemp metrad uehlder gant hanter-kant mil houarn marc'h, pelec'h an diaoul eo aet da gerc'hat anezho ?
An dastumer a oa eus Korasidis ne gave ket dezhañ e oa dellezek e glañvourion da vamiñ dirak ur re bennak eus taolennoù e zastumad.
Rak piv an diaoul a c'hallfe lâret e stur e dammig buhez tre-ha-tre gant ar mennozhioù a c'hall bezañ embannet gantañ?
Mots précédents
Mots suivants
diaoul