1. (db. an tachennoù)
Na vez ket gounezet.
Douaroù dic'hounid.
2. (db. an obererezhioù)
Na zegas ket a c'hounid.
Dic'hounid eo o labourioù.
DHS. aner, displet.
HS. difrouezh.
Er gompezenn-se, dic’hounid d’ar mare ha hirc’heotet, ec’h ehanas ar marc’h ; eno ez eas a-ziwar-wel, hag eno ivez e vanas Momoros hag e vagad gant o c’hirri hag e tiyevjont o ejened.
Er gompezenn-ze, dic’hounid d’ar mare ha hir-c’heotet, ec’h ehanas ar marc’h ; eno ez eas a-ziwar wel, hag eno ivez e vanas Momoros hag e vagad gand o c’hirri hag e tiyeojont o ejened.
1923
Référence :
SKET
p.119
dic’hounid
1923
Référence :
SKET
p.170, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Inutile, vain (effort) ; inculte (terre)".
Lavaret he deus an hini Yaouank : « Sell, o Atextorix, kemend-all a zouaroù a zo ganen hag int dic’hounid, dilezet, diberc’henn !
Lavaret he deus an hini Yaouank : « Sell, o Atextorix, kemend-all a zouarou a zo ganen hag int dic’hounid, dilezet, diberc’henn !
1924
Référence :
SKET.II
p.61-62
Bras eo ha frouezhus, nemet distuz ha dic’hounid e vez lezet an douaroù enni.
Bras eo ha frouezus, nemet distuz ha dic’hounid e vez lezet an douarou enni.