Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. an tachennoù) Na vez ket gounezet. Douaroù dic'hounid. 2. (db. an obererezhioù) Na zegas ket a c'hounid. Dic'hounid eo o labourioù. DHS. aner, displet. HS. difrouezh.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

dic'hounid

1850
Daveenn : GON.II pg dic'hounid

Er gompezenn-se, dic’hounid d’ar mare ha hirc’heotet, ec’h ehanas ar marc’h ; eno ez eas a-ziwar-wel, hag eno ivez e vanas Momoros hag e vagad gant o c’hirri hag e tiyevjont o ejened.

1923
Daveenn : SKET p.119

dic’hounid

1923
Daveenn : SKET p.170, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Inutile, vain (effort) ; inculte (terre)".

Lavaret he deus an hini Yaouank : « Sell, o Atextorix, kemend-all a zouaroù a zo ganen hag int dic’hounid, dilezet, diberc’henn !

1924
Daveenn : SKET.II p.61-62

Bras eo ha frouezhus, nemet distuz ha dic’hounid e vez lezet an douaroù enni.

1924
Daveenn : SKET.II p.69

dic'hounid

1931
Daveenn : VALL pg (sans) bénéfice

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial