Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. 1. Arc'hant bet gant ub. diwar e labour. An darn vrasañ eus o gounid a zeu diwar magañ loened. Ne'm eus ket kalz a c'hounid gant kement-se. Gounid a vez diouzh al loened a zesaver pa vezer war evezh anezho. & Lezenn ar gounid : lezenn ar gounid brasañ a c'haller kaout, zo diazez an armerzh kevalaour. 2. Splet tennet eus udb. Ne'm eus ket kalz a c'hounid oc'h ober se. & Trl. Tennañ gounid, ober e c'hounid eus udb. : tennañ e vad anezhañ. Ober udb. e gounid ub. : ober udb. evit e vad. & Gwerzhañ war c'hounid : gant splet. 3. Trec'h en un emgann, ur stourm, ur c'hoari. Ar gounid zo ganeoc'h ! Ar gounid a vo dimp. Kan ar gounid. [1878] Er brezel, e ranker soñjal e pep tra, er c’holl kerkoulz hag er gounid, ha bezañ e tu da harpañ ouc’h [ouzh] ar c’holl kerkoulz ha da lakaat ar gounid da vezañ talvoudus. [1924] Kanaouenn an emgann, kanaouenn ar gounid ! ES. koll. II. G. 1. Arc'hant bet gant ub. diwar e labour, diwar un obererezh bnk. bevañ diouzh gounidoù e vicher. Kempouezañ ar gounidoù hag an dispignoù. 2. Dre ast. (db. an dilennadegoù) Niver a vouezhioù bet gounezet gant ur c'hannad, ur strollad war ur c'hannad, ur strollad all pe gounezet gantañ e-keñver hini ur vouezhiadeg all. Gounidoù bras zo bet gant ar gostezenn-se. 3. Trec'h en un emgann, ur stourm, ur c'hoari. Bleinañ soudarded war hent ar gounidoù. 4. Splet a c'haller kaout dre un obererezh bnk. Gounidoù speredel. 5. (en e furm lies) Mare ar gounidoù : mare an hadañ.

Skouerioù istorel : 
29
Kuzhat roll ar skouerioù

gounid

1659
Daveenn : LDJM.1 pg gain, profit, vtilité

gounidoù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg profit

gounidoù

1732
Daveenn : GReg pg avantage (profit), gain (profit, avantage, p.)

gounid

1732
Daveenn : GReg pg avantage (profit), gain (profit, avantage)

Deuit amañ ho kounidoù.

1732
Daveenn : GReg pg gain (Aportez-ici vos gains.)

Gounid eo evidoc'h.

1732
Daveenn : GReg pg gain (C’est un gain que vous pouvez faire.)

Ar gounid zo ganeoc'h.

1850
Daveenn : GON.II pg gounid, gonid (La victoire, l'avantage est à vous).

va c'hounid-boued eo

1850
Daveenn : GON.II.HV pg gounid-boéd

Skeudenn ar gounid eo ar bezv, ha skeudenn ar c'holl ar c'helvez, e gwerzioù ar varzhed kozh.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg skeûden (le bouleau est l'emblème de la victoire et le coudrier l'emblème de la défaite, dans les poëmes des anciens Bardes. HV).

Reuget eo gantañ ar skrid en doa graet em gounid.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg reûga (il a lacéré l'écrit qu'il avait fait en ma faveur).

gounid

1850
Daveenn : GON.II pg gonid, gounid

gounid

1850
Daveenn : GON.II pg gonid, gounid (Gain. Profit. Lucre. Victoire. Avantage), gounidégez, gonidégez, dic'hounid

gounidoù

1850
Daveenn : GON.II pg gounid, gonid (Gain. Profit. Lucre. Victoire. Avantage. Pl.)

N'em eus ket kalz a c'hounid gant kement-se.

1850
Daveenn : GON.II pg gounid, gonid (Je n'ai pas beaucoup de gain à cela).

Ho kounidoù a zigasot amañ.

1850
Daveenn : GON.II pg gounid, gonid (Vous apporterez vos profits ici).

Hag anez hor gounid ne ve ket re zister) Ann dra-ze, ar gwasa, eo war dri deiz vez daou, E ranker beza vak : e gweliou 'z a 'nn amzer.

1867
Daveenn : MGK p28

Er brezel, e ranker soñjal e pep tra, er c’holl kerkoulz hag er gounid, ha bezañ e tu da harpañ ouc’h [ouzh] ar c’holl kerkoulz ha da lakaat ar gounid da vezañ talvoudus.

1878
Daveenn : EKG.II p.103

Gourc’hemenn a ra ma vezo, dre aked an tamaller publik, heuliet ar varnedigezh-mañ a-barzh peder eur warn-ugent, war blasenn Gounid ar bobl eus ar gêr-mañ, ma vezo moullet, embannet ha lakaet dirak daoulagad an holl e pevar c’horn douar ar Republik.

1878
Daveenn : EKG.II p.208

Nemet, trelatet gant rec’hoantegezh d’ar gounid ha da vadoù ar bed-mañ, a-wel da gaout dezho o-unan, distriv-kaer, glad ha surentez, e trojont kein a-ratozh d’al Lezenn, e lakjont dindan dreid ar gourc’hemennoù anezhi.

1923
Daveenn : SKET p.89

Pa deuas ennañ e-unan, e klevas ar c’hilhog o kanañ : Kokorikoko ! kokorikoko !… Kanaouenn an emgann, kanaouenn ar gounid !

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.973 (Even 1924)

gounid

1931
Daveenn : VALL pg avantage, bénéfice

emañ an tu gounid gant

1931
Daveenn : VALL pg avantage

tu gounid

1931
Daveenn : VALL pg avantage

tennañ gounid

1931
Daveenn : VALL pg bénéficier

Bryfdir a oa un den yen ; ne gomze, evel ar peurvuiañ eus an dud-a-bluenn e kement bro, nemet eus e c’hounidoù hag eus e daolioù-kaer.

1944
Daveenn : EURW.1 p.127

Un abadenn roet ganto e sal gouelioù kolaj Sant-Martin a voe lodennet ar gounid anezhi etre oberoù kristen hag hor re-ni.

1944
Daveenn : EURW.1 p.145

Diwar penn kentañ miz genver e voen eta gopret er Skol-Veur, ar c'hentañ labour da reiñ din un tammig gounid diwar va studioù.

1985
Daveenn : DGBD p5

Bihan e oa ar vanell, ha sioul, a c'halled lavarout, daoust ma veze bleunius ar c'henwerzh enni war ar sizhun. Holl annezidi ar c'harter a hañvale ober berzh, hag an holl anezho, broudet gant an elbig hag ar spi d'ober gwelloc'h c'hoazh, a ouestle dreistad o gounidoù d'ar c'hinklañ.

2012
Daveenn : DJHMH p11

Chom a ra tener hor gounidoù eta, hag abalamour da se e rankomp chom war evezh bepred ha derc'hel da stourm a rumm da rumm.

2015
Daveenn : DISENT p181

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial