Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

Obererezh evit kaout didu ; doare da gaout didu, da ziverrañ e amzer. Reiñ diduamant d'an dud.

Exemples historiques : 
4
Masquer la liste des exemples

Dirak an ti bourc'hiz, ez eus ur bleuñvegenn, gant ur gael houarn dirazi ; a-drek an ti, ur porzh kloz, kelc'hiet gant karrdioù da lakaat ar c'hoad hag ar yer, ar c'hav, ar poull-kannañ a vez karget gant dour-glav o tiverañ diouzh ar stivelloù ; dre un nor gromm toullet e moger ar c'harrdi ec'h erruer en ur jardin vihan — an holl draoù a zo bihan amañ — gant e-leizh a vleunioù, diduamant ma mamm, un neubeut karreadoù legumaj ordinal, un hanter dousenn gwez per, hag er foñs, ur bratellig toet gant iliav, 'lec'h [ez] eus daou vank evit lenn hag hunvreal.

1944
Référence : EURW.1 p6

Gant ar re-se em beze ar muiañ a ziduamant.

1944
Référence : EURW.1 p19

Ar « bacho » kentañ, koulskoude, hini ar Reizhoureg -rhétorique-, evel ma levered neuze, en doa digaset ouzh e heul un tammig diduamant, en ur gas an arnodennidi, digemeret evit an arnodenn dre skrid, da dremen an arnodenn dre gomz da Roazhon.

1944
Référence : EURW.1 p111

N’em boa nemet un diduamant : kompagnunezh ar c’hure, Kaou ar Page, ur beleg yaouank a zeue d’am c’hlask da vont da weladenniñ ar presbitalioù tro-war-dro, lec’h e veze digemeret ar « barzh Taldir » gant Ton-Marivon.

1944
Référence : EURW.1 p.209

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux