Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Dizoue. 2. Ent strizh, dre zismeg Zo a-enep ar relijion, ar relijionoù. HS. divadez.

Exemples historiques : 
9
Masquer la liste des exemples

difeiz

1850
Référence : GON.II.HV pg difeiz (Impie. Incrédule. Irréligieux).

Heuilh a ranke e pep giz hag e pep tra ali ar c’houarnamant, mat pe fall, evel ma vije e vije. Ha c’hoazh e ranke ar veleien touiñ war o c’houstiañs sentiñ ouc’h al lezennoù difeiz-se.

1877
Référence : EKG.I. p.4

Her gouzout a rit kerkoulz ha me, tud difeiz ne droont james kein da ijin ebet, mat pe fall, evit dont a benn eus o zaol : pep hent a zo mat dezho gant ma c’hellint "tapout" o c’hrog.

1877
Référence : EKG.I. p.3-4

Nann, ne oufe den krediñ an traoù diskiant, difeiz, lous hag hudur a reas an dispac’herien dre ar vro.

1877
Référence : EKG.I. p.155

Nad it ket da grediñ evelato e ve bet graet an holl diskianterezh difeiz-se gant tud hor bro. Nann. Lezer ober a raent, avat.

1877
Référence : EKG.I. p.173

Selaou, te, breur divat, / Breur difeiz ha diboell, / Krial a ra va gwad / Evel hini Abel, / Veñjañs en da enep, / A-enep da zisfeiz, / Betek tron an aotrou Doue.

1878
Référence : EKG.II p.248

Mes ar c’here ned ae na war-dro beleg na war-dro iliz ebet, evel m’[e]m eus er lavaret deoc’h, ha setu perak, er vro, e kreded e kendalc’he e vuhez difeiz ha direizh ; ha setu perak ivez den ne gemere truez outañ.

1878
Référence : EKG.II p.304

- Klevet em eus lavarout eo ar Frañsizien tud difeiz, ken int.

1949
Référence : SIZH p.45

Mar don [sic "Mard on"] harluet amañ, keit-all, gant kalzig eus va c'henvroiz, eo peogwir eo bet kaset kuit diouzh Bro-C'hall, da heul ul lezenn disakr, an holl Urzhioù Relijiel. - Klevet em eus lavarout eo ar Frañsizien tud difeiz, ken int.

1949
Référence : SIZH p.45

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux