Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
122
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

v.g. I. 1. Dont, en em silañ, riklañ kuit eus dalc'h, eus gwask ub., udb. Diflipañ a reas e gorn-butun eus e c'henoù. Diflipañ a ra ar silienn a-dre e zaouarn. 2. (db. an neud) En em ziskoulmañ, mont laosk, terriñ. Skoulm mat anezhañ betek-gouzout e tiflipfe diganit. Ma gwri a zalc'h da ziflipañ. II. A. Dre ast. 1. Difoupañ (I 1). Diflipañ a ra ar vugale eus ar skol. HS. diflukañ. 2. (db. al liñvennoù) Flistrañ, strinkañ. Diflipañ a reas gwad en e c'henoù. Dour a ziflipas en e zaoulagad. 3. [2015] Dont ur gomz gant ub. Diflipañ a reas ul ledoued diganti. [2015] Ho tigarez, diflipet eo diganin. B. Dre skeud. En em dennañ salv eus udb. Ne ziflipas den eus an emgann.

Exemples historiques : 
4
Masquer la liste des exemples

Dre loc’hañ a nerzh trumm e vrec’h zehou e tennas war-dreñv davet e skouarn kordenn e wareg hag e tiflipas diouti e vizied.

1923
Référence : SKET p.113

Dastum a reas ar skeudennig a oa diflipet diouzh he dorn

2012
Référence : ADULT p. 228

A-greiz-holl e ro fed d'ar "c'hozh vrammer"-se hag e stank he genoù gant he falvoù. "Ho tigarez, diflipet eo diganin."

2015
Référence : EHPEA p378

Tra ma kroge ar re gentañ da bignat en he bagon e tiflipas betek he c'hombod, serriñ an nor ha sachañ ar gouelioù-stign d'an traoñ.

2023
Référence : DREAM p. 109

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux