Evitañ da vezañ eus ar C’hreisteiz ha kenderv-kompez ar « Prezidant » Fallières, douget a-walc’h e oa hon eskob da gement tra a selle ouzh Breizh ; desket en devoa zoken geriennoù brezhonek ha plijout a rae dezhañ o distagañ an aliesañ m’helle, daoust ha ma tiflipe digantañ a-wechoù traoù fentus-meurbet.
A-daol-dak e tiflipas ar c’horn eus va genou ha ne chomis ket da sellout daoust ha bruzunet-mik e oa e c’harenn, nann ma karan, rak krog e oan da zeskiñ petra eo an droug-mor war vourzh ur pikol lestr evel hon hini, dotuet ha brañskellet muioc’h eget ur paour kaezh stouv lech a-youl ar c’hoummoù hag ar pevar avel.
Dastum a reas ar skeudennig a oa diflipet diouzh he dorn
A-greiz-holl e ro fed d'ar "c'hozh vrammer"-se hag e stank he genoù gant he falvoù. "Ho tigarez, diflipet eo diganin."
Tra ma kroge ar re gentañ da bignat en he bagon e tiflipas betek he c'hombod, serriñ an nor ha sachañ ar gouelioù-stign d'an traoñ.