I.
(db. ul loen-kezeg)
Lamet e gabestr diwarnañ.
II.
Dre skeud.
A. (db. an dud)
1. Roet e frankiz dezhañ.
Gant sklaved digabestret eo bet savet Liberia.
2. Roet dezhañ, pe gounezet gantañ, ar gwirioù o deus ar re all.
N'eo ket c'hoazh digabestret ar merc'hed en holl vroioù war tachenn ar gwir da vouezhiañ.
B. (db. ar broioù)
Lamet diwarni galloud ur vro all.
Ur vro digabestret.
Ganet on bet, evel holl vugale ma remzi, diouzh kerent furmet o mennozhioù war skouer re ar C'hallaoued, ha da natur-te eo he deus digabestret ma spered, ha roet din blaz kentañ amzer-dremenet ma hendadoù, un tamm eus o herrder, eus o c'harantez-vro, eus o barzhoniezh.
Ganet oun bet, evel holl vugale ma remzi, diouz kerent furmet o mennoziou war skouer re ar C'hallaoued, ha da natur-te eo he deus digabestret ma spered, ha roet d'in blaz kenta amzer dremenet ma hendadou, eun tamm eus o herrder, eus o c'harantez-vro, eus o barzoniez.
1944
Référence :
EURW.1
p15
Ur c'hi o kouezhout e-kreiz ur c'hoari kilhoù, setu penaos e oa ma stad e-touez ar baotred-se, n'o doa damskeud ebet eus o Bro Vreizh, n'o doa nemet disprizañs evit ar « beizanted », hag a gave dezho e oant speredoù « digabestret » abalamour ma oant en tu « ar gouarnamant ».
Eur c'hi o kouezout e-kreiz eur c'hoari-kilhou, setu penaos e oa ma stad e-touez ar baotred-se, n'o doa damskeud ebet eus o Bro Vreiz, n'o doa nemet disprizañs evit ar « beizanted », hag a gave d'ezo e oant speredou « digabestret » abalamour ma oant en tu « ar gouarnamant ».
1944
Référence :
EURW.1
p83
An afer Dreyfus he doa rannet ar C’hallaoued etre div gostezenn : yaouankizoù ar skolioù-uhel a gave brav goapaat ar « brageier lêr kozh », ha diskouez evel-se pegen digabestret e oa o empennoù…
An afer Dreyfus he doa rannet ar C’hallaoued etre diou gostezenn : yaouankizou ar skoliou-uhel a gave brao goapaat ar « brageier ler koz », ha diskouez evel-se pegen digabestret e oa o empennou…
1944
Référence :
EURW.1
p.197
An darn vrasañ eus ar rann-se eus Afrika a zo dindani ar vro anvet Liberia, ur vro bet savet gant sklaved digabestret bet degaset eus an Amerik, dindan gwarez ar Stadoù Unanet.