Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (db. ul loen-kezeg) Lamet e gabestr diwarnañ. II. Dre skeud. A. (db. an dud) 1. Roet e frankiz dezhañ. Gant sklaved digabestret eo bet savet Liberia. 2. Roet dezhañ, pe gounezet gantañ, ar gwirioù o deus ar re all. N'eo ket c'hoazh digabestret ar merc'hed en holl vroioù war tachenn ar gwir da vouezhiañ. B. (db. ar broioù) Lamet diwarni galloud ur vro all. Ur vro digabestret.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

digabestret

1732
Daveenn : GReg pg dechevetrer

Ganet on bet, evel holl vugale ma remzi, diouzh kerent furmet o mennozhioù war skouer re ar C'hallaoued, ha da natur-te eo he deus digabestret ma spered, ha roet din blaz kentañ amzer-dremenet ma hendadoù, un tamm eus o herrder, eus o c'harantez-vro, eus o barzhoniezh.

1944
Daveenn : EURW.1 p15

Ur c'hi o kouezhout e-kreiz ur c'hoari kilhoù, setu penaos e oa ma stad e-touez ar baotred-se, n'o doa damskeud ebet eus o Bro Vreizh, n'o doa nemet disprizañs evit ar « beizanted », hag a gave dezho e oant speredoù « digabestret » abalamour ma oant en tu « ar gouarnamant ».

1944
Daveenn : EURW.1 p83

An afer Dreyfus he doa rannet ar C’hallaoued etre div gostezenn : yaouankizoù ar skolioù-uhel a gave brav goapaat ar « brageier lêr kozh », ha diskouez evel-se pegen digabestret e oa o empennoù…

1944
Daveenn : EURW.1 p.197

An darn vrasañ eus ar rann-se eus Afrika a zo dindani ar vro anvet Liberia, ur vro bet savet gant sklaved digabestret bet degaset eus an Amerik, dindan gwarez ar Stadoù Unanet.

1985
Daveenn : DGBD p17

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial