Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.k.e. I. Lemel e gabestr (diwar ul loen-kezeg). II. Dre skeud. 1. (db. ar broioù) Dieubiñ. Galvet e oa bet Alan Varvek gant Yann Landevenneg evit digabestrañ Breizh. 2. (db. an dud) Terriñ al liammoù a vir ouzh ub. d'en em ren evel ma kar. Digabestret ec'h eus ma spered. HS. dishualañ.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

digabestrañ

1732
Daveenn : GReg pg dechevetrer

digabestrañ

1850
Daveenn : GON.II pg digabestra

digabestret

1850
Daveenn : GON.II pg digabestra

digabestrid ar gazek

1850
Daveenn : GON.II pg digabestra

digabestrañ

1931
Daveenn : VALL pg affranchir

Ganet on bet, evel holl vugale ma remzi, diouzh kerent furmet o mennozhioù war skouer re ar C'hallaoued, ha da natur-te eo he deus digabestret ma spered, ha roet din blaz kentañ amzer-dremenet ma hendadoù, un tamm eus o herrder, eus o c'harantez-vro, eus o barzhoniezh.

1944
Daveenn : EURW.1 p15

Evel-just e vez bac'het tud er stourmoù difeuls ivez, ha stourmoù a zo da heul evit o digabestrañ.

2015
Daveenn : DISENT p42

Ma n'oc'h ket bet digabestret e vefet kaset dirak ar prokulor (pe an den a vo en e lec'h) a vo karget da zibab hag enkablet e vefet pe ne vefet ket, war beseurt abeg ha pegoulz e vefet kinniget d'ar barner.

2015
Daveenn : DISENT p172

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial