digant
Katell zo lavaret ha deuet digant 'Coste' [gresianeg κατά moarvat] pehini a dalv kement da lavaret evel holl ha digant 'ruine' [latin 'ruina' moarvat], peheny a dalv kement da lavaret evel trebuchañ pe gouezhañ, ha rak-se Katell a dalv kement da lavaret un trebuchañ universel; rak edifis en aerouant zo dreizi hag enni an holl trebuchet[.]
pep tra a zeu digant Doue
digant
digant Doue
diganez
diganeoc'h
Dougen ur banerad bleuñv zo aesoc'h, a-dra-sur, hag an aotrou Milin a zoug skañv ha brav ar re en deus kutuilhet tu-mañ, tu-hont e liorzhoù ar Varvailherien gozh, e liorzh Yann ar Feunteun, dreist ar re all. Hemañ e vestr, evel ma oa hini Gwezbriant, evel ma vezo patrom kement den a garo kemer skouer digant ur mailh n'en deus bet e bar ha ne gavo e neblec'h
Bemdez e kase e ganfarded, dioc’h ar mintin, da c’haloupat ar vro, da glask keleier, da c’houzout ha n’oa ket bet, e-pad an noz, ur beleg bennak o redek dre ar vro, ha da dennañ digant ar vugale, n’o doa ket a fallagriezh, kement a ouient diwar-benn o zud ha diwar-benn kement hini a yae hag a deue dre o zi.
Petra a welis neuze ? O ! ur ranngalon e oa ! Gwele Herve, a yoa e-kichen an aoled, a yoa divarc’het ; arbel Katell Eukat a yoa diskolpet a daolioù bouc’hal ; an dilhad a yoa stlapet amañ hag ahont dre al leur-zi ; ur grusifi eus ar re vravañ, he doa bet Katell, pa zimezas, digant itron gozh maner Mailhe, a yoa aet kuit...
Er feur-se ivez e vezo bet Atir ha Mâtir ur melezour deomp d’e lakaat dirak selloù o gourvibien, ar re, o treiñ kein d’an evadurioù a oa diwarno hon tadoù yac’h hag evurus (da lavarout eo an dour hag al laezh), n’hellont ken hiziv kavout a-walc’h ar mez hag ar bier, hag a werzh kement o deus, a ro kement a biaouont, da gaout digant marc’hadourien estren ul lestrad hepken eus an evaj-se, ruz ha dinerzhus, a vez farlotet gant dorn ganas Kreisteiziz (2).
kemer digant unan bennak
aet e spered digantañ
klevout kroz (digant, gant)
kaout digant unan bennak
digant
Ma c’houlennan eta diganeoc’h piv eo an desketañ en ti, ne vezin respontet na gant ki na gant kazh, evel en amzer gozh.
Ar sklerijenn a oa gwenn, evel ar sklerijenn a dle teurel Anaon ar Gristenion p’o deus bet aotre digant an Aotrou Doue d’en em ziskouez d’an dud evit reiñ kentel dezho.
Job ha Lom a oa degouezhet er gêr. Goulennet e voe diganto pelec’h e oant bet.
Lavarout a reas dezhañ c’hoazh p’edo Job o vont er-maez gant e falz war e vrec’h : — « Job, un dra am eus da c’houlenn diganeoc’h, a-raok mont d’ho labour : daoust ha n’hoc’h eus ket klevet un trouz spontus en noz-mañ, war-du Kervetouz, ha, pelloc’h marteze, e Karreg-al-Louarn ? »
Goulennet e oa bet ganin digant renerien "Kelc'h keltiek" kêr ober ur brezegenn diwar-benn tra pe dra.
Ur servij a bouez bras am eus da c'houlenn diganit, Sezni.
- Breur Celestino, ur servij am eus da c'houlenn diganeoc'h !
Deut e oa bremaik ar breur Celestino war vegoù e dreid, a-dreñv e gein, ha, prim, en doa houpet e genvreur dre an dargreiz. Kounnariñ en doa graet ar breur Arturo : - Breur Celestino, ur skouarnad ho po diganin, kentañ tro e touchot adarre ouzh va c'hostezoù !
- Pitiaoul a zo c'hoarvezet ganeoc'h ? a c'houlennas, ur wech bennak, ar breur Alano digant e geneil e-pad ar studi vintin.
...Evel-se e tlee bezañ Adam, e Baradoz an Douar, aet e youl digantañ, pa voe kinniget dezhañ gant Eva an Aval berz...
- Se a zo goulenn per digant an evlec'h, emezañ.
- Biken, emezañ evel o komz dezhañ e-unan, n'em bezo aotre digant an Tad-Mestr da skoulmañ ar seurt kengarantez ganeoc'h.
Dont a rae a-wechoù, hag ur ral e veze, pennadoù galleg saout gant an hini-gozh, evel skouer « il a frigassé son pied » (friket eo bet e droad), pe « un pitit morçon du pain », hogen biskoazh em buhez n'am eus klevet digant he fried nemet ur ger galle[k], hag eñ distaget fall : ar mor Atélantik, emezañ.
Hor bro a blije dezhi meurbet, daoust ha n’anaveze Breizh nemet diwar lenn barzhonegoù Korbière, hag oberennoù he c’henvroad Loti, Pêcheurs d’Islande, Mon Frère Yves, hag ivez diwar lavar ar skrivagner-se, rak degemeret e veze gwechall en e di, ha manet eo, siwazh, e Rusia al lizheroù plijus he devoa bet degemeret digantañ.
Aet eo an darn vuiañ anezho da anaon, ha Doue d’o fardono ! met marv pe vev, bet am eus diganto deskamant ha skouer vat, ha da viken e vagin evit pep hini anezho doujañs, trugarez ha karantez.
Er mare-se e fellas d’Emil Combes difenn ouzh beleien Breizh-Izel na rafent en iliz gant hon yezh ; anez-se lemet e vefe diganto ar gopr dister a roe dezho ar gouarnamant.
Diganimp ’vat, ar re baourañ, ne veze kemeret nemet tri-c’hant lur er bloaz, hag evit ar bern arc’hant-se, bez’ e veze da greisteiz ha d’an noz, n’eo ket gwelien, met ur soubenn eus ar c’hentañ, un dailhenn vrav a gig-bevin pe leue gant avaloù-douar, fav, piz, pe louzoù all diouzh ma veze koulz ar bloaz, ur werennad jistr war ar marc’had ha bara gwenn sof-kont.
Kozh, kalz re gozh e oa an Aotrou Gwezenneg, ar mezeg a rae war he zro ; ger eeun ebet ne veze klevet digantañ a-zivout he stad.
Etretant, tapet en devoa ar c’hure pleg da c’houlenn diganin meur a dra diwar-benn an doare-skrivañ, an istor, an douaroniezh, ha pa welas ne oan nag ur genaoueg nag un azen (2), setu ma pedas va mamm da reiñ dezhañ aotre da zeskiñ al latin d’he fennhêr [...].
Goulenn a rae diganin a-wechoù va mamm-gozh : « Arsa, petra ac'h eus d' ober bemdeiz gant ar bara-se ? - « Feiz, emezon, boueta va evn ! »
Un deiz bennak, diouzh ar beure, e c'houlennas digant he merc'h : « Arsa, Soaz, peseurt trouz a glevan ? - Ataoe, ar c'hi, eme eben, ar c'hi o lonkañ un dakenn soubenn manet abaoe dec'h d'an noz. Aflik aflak, emezañ, aflik aflak, n'eo ket gwell [sic] druz, met mont a ra bepred d'an traoñ ! »
Digant he den zoken ne gleve nemet al lesanv-se, ha mar c'hoarveze d'ur martolod all e bediñ ur sulvezh da noz da chom gantañ e bourc'h da c'hoari kartoù ha d'evañ ur bannac'h re, raktal e lavare Biz Kamm : « Trugarez, va faotr, met poent eo din kerzhout d'ar gêr, anez-se trubuilh am befe digant merc'h Sapeur ».
Traoù iskis am boa klevet gwechall digant paotred Kamp Koñli diwar-benn Alamaned ar brezel 70 hag ar spont a skignent dirazo.
Kaset en devoa dija da vale an Aotrou Hamon deut gwechall da c’houlenn digantañ diouzh va ferzh daoust hag-eñ e chome digor pe hanter glozet an holl draoù-se dirazon.
Devezhioù zo emaoc'h engortoz eus lizhiri digant mignoned ker. Chom a rit war c'hed da ur paotr al lizhiri. Netra. Hiziv. Tremenet, a gav deoc'h, an eur, ez it d'ho labour. Distro, hoc'h eus kavet daou lizher... Unan da baeañ ho tailhoù, unan da baeañ koumanant ho journal... Pebezh disouezhadenn !
Ar seurt dichekadennoù ha taolioù dismegañs ne rae van anezho, evel-just, ha da veno ar braz eus an dud, e zoareoù frank hag hegarat, e vousc'hoarzh bugel leun a hoal, ha gras hep he far an yaouankiz dispar-se a hañvale n'aje digantañ biken a oa drezo o-unan ur respont bastus d'ar falstamalloù - an termen implijet an hini e oa - a lakaet a redek warnañ.
A-benn neuze emañ pep tra en e blas evit ma fazife an enebourien, evel ma c'hoarvezas e 2009 e Strasbourg da geñver emvod meur an OTAN, pa oa krog ar boliserien da vont e ti an dud evit kemer digante ar bannieloù peoc'hus a oa bet staget ouzh ar pondalezioù-diavaez.
Lamet eo bet diganeomp ha fiziet ennoc'h rak c'hwi eo ar re onest, peurleal ha dic'houbrenadus.
Goulennit lojeiz digant ar stourmerien a zo o chom er c'horn-bro-se, ha klaskit chom hep kousket en ho ti ma soñj deoc'h oc'h bet lakaet dindan evezh.
Sevel diferadoù-kêr a-enep an OGK, paeroniañ tud dibaper, lidañ euredoù tud heñvelreizh, embann an dizalc'hiezh, sevel oberoù "Kêrvarv", goulenn repu digant broioù all, dilezel e vroadelezh...
"An doare nemetañ eo da c'horo arc'hant digant ar stad vrein-se," a lavar deomp kent kimiadiñ.