Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Doar./Stn. 1. N'eus saotr ebet ennañ, naet. Ar c'hraou-se zo dalc'het naet ha digatar. HS. disaotr, kempenn, prop. 2. Dre skeud. (db. an oabl, an amzer) Hep koumoul. Pa vez digatar an dremmwel, pebezh taolenn gaer dirak an daoulagad. An amzer a oa digatar. Un oabl digatar a save vantell c'hlas ledet uhel a-dreist an douar. Un nozvezh digatar. HS. digoc'henn, digoumoul, diroufenn, dizolo. ES. koumoulek. 3. Dre skeud. (db. ar yezhoù) N'eus netra direizh ennañ. En ur brezhoneg fraezh ha digatar. HS. disi. 4. Dre skeud. (db. an dud, ar spered) Hep namm, hep si. Pezhioù c'hoari brav ha sonioù digatar. Ho koustiañs a chomfe digataroc'h. Ar Werc'hez digatar. HS. dinamm, disi, divlam, glan. 5. Dre skeud. (db. ar mennozhioù, ar meizadoù) Na vank netra dezhañ. Al levr mat zo evito ur c'huzulier a lavar dezho ar wirionez digatar. Mistri ha zo o feiz digatar. HS. digemmesk, klok, rik. II. Adv. (db. an amzer, an oabl) Hep koumoul. An heol a savas digatar.

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux