I. Doar./Stn.
1. N'eus saotr ebet ennañ, naet.
Ar c'hraou-se zo dalc'het naet ha digatar.
HS. disaotr, kempenn, prop.
2. Dre skeud. (db. an oabl, an amzer)
Hep koumoul.
Pa vez digatar an dremmwel, pebezh taolenn gaer dirak an daoulagad. An amzer a oa digatar. Un oabl digatar a save vantell c'hlas ledet uhel a-dreist an douar. Un nozvezh digatar.
HS. digoc'henn, digoumoul, diroufenn, dizolo.
ES. koumoulek.
3. Dre skeud. (db. ar yezhoù)
N'eus netra direizh ennañ.
En ur brezhoneg fraezh ha digatar.
HS. disi.
4. Dre skeud. (db. an dud, ar spered)
Hep namm, hep si.
Pezhioù c'hoari brav ha sonioù digatar. Ho koustiañs a chomfe digataroc'h. Ar Werc'hez digatar.
HS. dinamm, disi, divlam, glan.
5. Dre skeud. (db. ar mennozhioù, ar meizadoù)
Na vank netra dezhañ.
Al levr mat zo evito ur c'huzulier a lavar dezho ar wirionez digatar. Mistri ha zo o feiz digatar.
HS. digemmesk, klok, rik.
II. Adv. (db. an amzer, an oabl)
Hep koumoul.
An heol a savas digatar.