Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. 1. Oberiadur digeriñ. 2. Toull. Ahont e weli un digoradur er voger. II. (db. an traoù) 1. Lidoù a reer evit digeriñ ur gouel, un diskouezadeg, h.a. Abaoe digoradur hor gouelioù ez eus deredet miliadoù a dud. 2. Digoroù. Rentet e voe enorioù da gorf ar roue gant kalz a zigoradur, met gant nebeut a zaeroù. 3. Pennad digeriñ en ur skrid. 4. YEZHON. Brasted ar genoù pa vez digor da geñver distagadur ur soniad. III. (db. an dud) 1. Un digoradur a vaouez : ur vaouez bras ha ledan he c'horf. 2. Ur vaouez digoradur ganti, dezhi : gwisket-kran, doareoù cheuc'h dezhi. 3. Digoradur spered : speredegezh. & Dre verr. Kaer o deus an dud kaout un digoradur a'r brasañ, atav e vint war riskl da faziañ. 4. Diaez korf deuet diwar re a labour start.

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

digoradur

1732
Référence : GReg pg défrichement

Trouz ebet. Ne vije ket lavaret un devezh digoradur.

1944
Référence : EURW.1 p48

Kaer am boa treiñ ma selloù a bep tu, ne welen ket a baotred eus ma oad ; koulskoude, digouezhout a reas er vodadeg, a-raok he digoradur, daou zen yaouank hag a azezas sioul en ur c'horn ; n'o anavezen ket neuze, ha ne ris anaoudegezh ganto da vat nemet an deiz war-lerc'h e Plouyann : unan a oa bras ha taer, e zaoulagad difoupet, ur c'holier baro hir ha melen o kouezhañ betek e askre ; ur gwir denjentil a Vreizh-Uhel, Herri Thibault de la Guichardière e anv ; egile a oa ur paotr youstoc'h, gant un dremm rouzart, un tal frank hag uhel, daoulagad sklaer, kamm e oa : Francis Even, komis-noter e Landreger.

1944
Référence : EURW.1 p67-68

Diouzh ar beure, a-raok digoradur ar burevioù, da greisteiz pa veze kalz labour ha ne nebeut a amzer, diouzh an noz pa vez ar gêr dindan dremm latarek al loar, forzh pe c'houloù a ve, da forzh pet eur, en digenvezded hag en engroez, e veze an noter eno war e api.

2012
Référence : DJHMH p24

Selaou a ran anezhañ hep lavarout tra rak gouzout a ran n'eo nemet un digoradur kent stagañ a-zevri ganti.

2015
Référence : EHPEA p73

Deizioù hag eurioù digoradur al lec'h, deoc'h da c'houzout da bet eur e vez digoret ha serret an dorioù, pegoulz e vez diaesoc'h d'ar vijiled evezhiañ al lec'h abalamour d'an niver bras a dud a zo ennañ, pegoulz e c’hall an dud bezañ degemeret e-barzh al lec'h a fell deoc'h tizhout, hag all, hag all...

2015
Référence : DISENT p75

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux