Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
8
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. H.g. A. (en egor) 1. Toull a ro tu da vont eus an diavaez d'an diabarzh. An digor eus an ti a oa stanket. Klask an digor. Pelec'h emañ an digor da vont e-barzh ? [1878] Mes kaer em boa hortañ an nor, ne zigore ket. Ret e oa din klask un digor all. & Trl. Goulenn digor : goulenn ma vo digoret an nor. Ur paour a oa deuet war doull an nor da c'houlenn digor. & Goulenn digor digant ub., ouzh ub. : goulenn digantañ, outañ, ma tigoro an nor, goulenn bod. Ne gredjont ket goulenn outo digor. Mont a reas da c'houlenn digor digant ur wreg paour. & Kaout digor : bezañ degemeret, kaout bod. Hep an alc'hwez-se, n'eus den ebet evit kaout digor eno. [1877] Evit kavout aesoc’h ha didrousoc’h digor e ti Loull ar Bouc’h, ec’h ejont da glask e sakrist evit mont ganto da skeiñ war an nor ha da c’hervel ar person. & Gortoz digor : gortoz ma vo digoret an nor dezhañ. Eñ a oa ouzh toull-dor al leti o c'hortoz digor. & Reiñ digor : digeriñ an nor. Ne oa ket ur plac'h aonik, kregiñ a reas en ur penn-bazh ha mont da reiñ digor. & Reiñ digor da ub. : reiñ degemer, reiñ bod dezhañ. Reiñ digor d'ar veajourien. & Reiñ digor war ul lec'h bnk. : skeiñ war al lec'h-se. An draf a ro digor war ur vali disheoliet. 2. Obererezh digeriñ udb. & Dre ast. Mare ma tigorer udb. En digor eus ho lizher. 3. Ledander. Un toull dezhañ daou droatad a zigor. B. (en amzer) 1. Penn kentañ. An digor a C'hwevrer. HS. deroù. 2. Trl. Ur rozenn war an digor : nevez digloret. C. Dre skeud. 1. Trl. Reiñ digor d'ar spered : reiñ tro d'en em zeskiñ. & Reiñ digor (d'udb.) : reiñ tro da vleuniañ. Dre e studioù e oa deuet a-benn da reiñ digor ha kresk d'an danvez mat a oa ennañ. 2. Lorc'h. An dra-se a lakaas un tamm digor ennon. 3. (db. ar marc'hadourezhioù) Sav. Kavout digor d'e varc'hadourezh. HS. diskarg. II. G. A. Toull a ro tu da vont eus an diavaez d'an diabarzh. Lakaet em eus prennañ ar morailhoù evit ma ne vo nep digor. Kaer am boa boutañ war an nor, ne zigore ket ; ret e oa din klask un digor all. B. Dre skeud., en e st. ls 1. Lidoù, pompadoù, da zegemer ub., da ginnig udb. An digoroù bras hag ar festoù. N'eo ket bet ganet e-kreiz an digoroù. & Ober digoroù, bezañ digoroù gant ub. : ober ardoù evit degemer, saludiñ ub. Gwell eo tevel eget ober re a zigoroù. Digoroù zo gantañ frankik. & Ober digoroù kaer : pompadiñ, bragal. En em ziskouez a rae, hag ober digoroù kaer gant he braventez. 2. Dre eilp., diw. vousgoap Degemer mat. N'o deus nemet dont, amañ e kavint digoroù !

Exemples historiques : 
22
Masquer la liste des exemples

digor

1659
Référence : LDJM.1 pg ouuerture

an digor eus ar bokedoù

1732
Référence : GReg pg (épanouissement, parlant des fleurs)

digorioù

1850
Référence : GON.II.HV pg digor (Ouverture, l'action d'ouvrir. Etat de ce qui est ouvert. Pl.)

En digor eus ho lizher.

1850
Référence : GON.II pg digor (A l'ouverture de votre lettre).

digor

1850
Référence : GON.II pg digor (Ouverture, l'action d'ouvrir. Etat de ce qui est ouvert).

Aotrou, eme 'l louarn, re vras eo ho morc'hed, C'hwi a zo kalz re vat ; n'ho pezet poan spered; rak m'er goulenn amañ, piv zo 'vit lakaat e ve deoc'h-hu pec'hed debriñ meur [a] benn-dañvad ? Krediñ a ran zoken e voe dezho enor Kaout en ho kof, aotrou, dre ho kouzoug digor. Hag evit ar pastor, e c'heller lavaret E tlee, dre'n hent-se, mont da glask e zeñved. Ha perak 've truez ouzh ur ouenn [a] dud ker kriz, N'o deus evit hor ren ken stur 'met o diviz ?

1867
Référence : MGK p25

Klask a rejont an digor, ha ne voe ket diaes dezho her c’haout, rak an nor n’oa prennet nemet gant ul liked koad, ha c’hoazh, allas ! he frenn a yoa e lost er-maez eus ar porzh, ha n’oa nemet chachañ warnezhañ evit digeriñ.

1877
Référence : EKG.I. p.38

Skeiñ a rejont war an nor ha ker buan ar sakrist, en ur dennañ e benn er-maez eus e wele, a c’houlennas : — Piv a zo aze o c’houlenn digor ?

1877
Référence : EKG.I. p.110-111

Evit kavout aesoc’h ha didrousoc’h digor e ti Loull ar Bouc’h, ec’h ejont da glask e sakrist evit mont ganto da skeiñ war an nor ha da c’hervel ar person.

1877
Référence : EKG.I. p.110

Mes kaer em boa hortañ an nor, ne zigore ket. Ret e oa din klask un digor all.

1878
Référence : EKG.II p.118

digor un hed tenn

1931
Référence : VALL pg amplitude

digor

1931
Référence : VALL pg accès (accueil)

digoroù bras

1931
Référence : VALL pg apparat

digoroù

1931
Référence : VALL pg (grans) apprêt(s ; faste)

digoroù kaer

1931
Référence : VALL pg apparat

Ur skouer fall e oamp d'an diskarded all, gant hor c'henseurtiezh re zigabestr, ha da viz Gouere 1895 e voe roet da c'houzout d'hor bandenn na dalveze ket ar boan deomp dont da glask digor ken.

1944
Référence : EURW.1 p43

Pa veze sonet ar c'hloc'h e tirede ur vatezh, gant ur c'hoef mod Treger, hag e oa gourc'hemennet dezhi komz brezhoneg ouzh an dud a zigouezhe da c'houlenn digor.

1944
Référence : EURW.1 p55

Morse, betek neuze, n'en doa eveshaet e oa ar manati ken teñval, ken diamzeret, dindan e boultrenn. O chom edo, e gwirionez, en un tour, klozet diouzh an diavaez - diouzh ar bed -, gant mogerioù kozh, uhel, fetis, ha strizh-kenañ digoroù e brenistri houarn-barrennet [sic, "houarnvarrennet"].

1949
Référence : SIZH p.46

A-vec'h ma an degouezhet, ma teuas, en deiz kentañ, digoroù gantañ, da ginnig din ur penn yer.

1985
Référence : DGBD p164

Div zor pelloc'h eget ar c'horn, a-gleiz pa'z eer war-du ar reter, e oa troc'het ar rezad tiez gant digor ur porzh.

2012
Référence : DJHMH p11

Savourien an nev hag ar groazenn, koulskoude, o doa roet digor en o zresad d'an holl nevezadennoù diouzh ar c'hiz, re ar goteg flammheñvel, argaset o doa diouzh o steuñv kalz a bennreolennoù sevel hag a oa bet o ren er chanter kozh.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 16

Arabat deoc'h ankouaat eo gwelloc'h nac'h reiñ digor d'ar poliserien evit bezañ tapet fall... ar pezh a vo tu d'ober, ar wech kentañ bepred, pa zeufont diniverus hag hep ar binvioù ret.

2015
Référence : DISENT p171-172

Note d'étude

Lenn a reer e GON.II ne vez ket graet alies gant "digor" evel un anv.

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux