Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
3
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
122
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. A. (db. an dorioù, an traoù damheñvel outo) 1. Lakaat da vont diwar e lec'h orin. Pa serrer ha pa zigorer an nor e tro war he mudurun. N'eus den da zigeriñ an nor. Digeriñ ar stalafioù. Digeriñ ar prenestri. Digeriñ dor ar gaoued. Digeriñ dor an armel. Digoret eo bet an nor ganin. & Ent krenn Digorit buan ! Digor 'ta ! 2. Trl. Digeriñ an nor da ub. : reiñ dezhañ tu da zont tre. Digorit an nor din, mar plij. Digeriñ an nor da floc'hig ar Roue. & Ent krenn Skeiñ a raen war he dor hag e tigore din. It da zigeriñ dezhañ. 3. Digeriñ (un dorikell, h.a.) war ub. : he lakaat e doare da welet an hini zo en tu all. 4. (db. ar savadurioù foran, ar stalioù, h.a.) Reiñ tro d'an dud da zaremprediñ al lec'h, da labourat eno. Digeriñ en-dro al labouradegoù. Digeriñ ur stal nevez. Evit digeriñ un davarn e ranker kaout un aotre. & Ent krenn Ne zigor ket d'ar Sadorn. B. (db. an endalc'herioù, binvioù ha traezoù zo) 1. Lemel ar golo, ar stouv diwarnañ. Digeriñ ur voest, ur pod, un arched. N'it ket da zigeriñ ur voutailhad win evidomp. Ur beajour a zigoras ur valizenn. HS. digeriñ ul lizher, ur pakad. DHS. distouvañ, dizoleiñ. 2. Dispakañ. Ret e oa bet dezho digeriñ o disglavier. Digeriñ e gontell : dispakañ al lavnenn anezhi. 3. (db. an traoù skoulmet pe serret gant ur skoulm) Digeriñ ur skoulm : e zizober. & Dre ast. Digeriñ ur yalc'h. HS. diskoulmañ. 4. (db. al levrioù, ar c'haieroù, h.a.) Displegañ. Digoret em boa al levr dirazo. Digeriñ e gazetenn. C. (db. organoù, izili an dud, al loened) 1. Lakaat digor. Alan ha Fañch a zigoras pep a zaoulagad vras. & Trl. Digeriñ e zaoulagad war ub. : sellet outañ pizh pe bishoc'h. Pa zigore warnoc'h e zaoulagad eeun ha sklaer, e pare ar skiant-vat enno. & Dre ast. Digeriñ e lagad, e zaoulagad : dihuniñ. Souezhet on pa zigoran da vat ma daoulagad o welet ez eo kreisteiz. & (gant gerioù all o skeudenniñ an daoulagad) « Petra zo ? petra zo ? » emezi o tigeriñ he leternioù pikouzet 2. Trl. skeud. Digeriñ e zaoulagad (a welet udb.) : dont da gompren. Komañs a ra ma daoulagad digeriñ. Ar re a zigoras o daoulagad o welet e oberoù, a estlamme, a rae marzh. & Digeriñ daoulagad ub. : e lakaat da welet sklaer an traoù, da gompren ar wirionez. Mamm Ivona a zigoras daoulagad he merc'h ha homañ da fuloriñ. 3. Digeriñ e c'henoù : disrannañ e garvanoù. Digeriñ frank e c'henoù da dennañ e anal. & (en doare-gourc'h.) Digorit ho kenoù ! & Trl. skeud. Digeriñ e c'henoù : dic'henaouiñ dirak udb. Da betra e chomez aze da zigeriñ da c'henoù ? & Digeriñ e c'henoù, e veg : komz. N'en deus ket digoret e c'henoù. 4. Lakaat da vezañ brasoc'h eget boas. E varc'h a zigore e fronelloù evel dor ur forn. 5. Digeriñ e zorn : displegañ e vizied pa vez serret an dorn. Digor da zorn. 6. Pellaat (daou ezel) an eil diouzh egile. Ar wennili a zigor frank he divaskell. Digeriñ e zivrec'h : o fellaat an eil diouzh eben, evit degemer, evit saludiñ ub., prl. 7. Trl. Digeriñ e vrec'h, e c'har : gweañ ur gigenn enni o strivañ re. Me am eus digoret ma brec'h o troc'hañ bezhin. 8. Dre skeud. Digeriñ e galon (da ub.) : anzav traoù prevez (dezhañ). Da biv e tigorfen ma c'halon ? & (rener : anv tra) Digeriñ ar galon : reiñ naon. Ar boued-aod zo mat da zigeriñ ar galon. & (gant gerioù all o skeudenniñ ar galon) An aer-vor zo yac'hus, digeriñ a ra ar skrin. 9. Dre skeud. Digeriñ e zivskouarn : lakaat e evezh evit klevet, selaou pizh. Ne'm eus nemet digeriñ ma divskouarn. & Digeriñ e zivskouarn d'udb. : e selaou. Digor da zivskouarn da hiboud an dour. D. (db. an dud, o obererezhioù) 1. Kregiñ gant. Piv en doa digoret ar gaoz-se ? Digeriñ un dalc'h. Piv a zigoro an abadenn ? : piv a gano, a c'hoario da gentañ ? An izili en em vodas hag a zigoras kuzul. & Trl. Digeriñ ar boulc'h : kregiñ gant ur gaoz. DHS. boulc'hañ. 2. Plediñ gant al lidoù a vez evit kregiñ gant ur gouel, un diskouezadeg, h.a. Dont a ray ar prezidant da zigeriñ an diskouezadeg. An tennoù kanol-se a oa evit digeriñ ar gouel. 3. Trl. Digeriñ trouz : kregiñ d'ober trouz. Ar re yaouank zo o tigeriñ trouz evit kaout labour. 4. Digeriñ ar spered : lakaat da zegemer mennozhioù liesseurt. Ar bale bro a zigor ar spered. 5. Digeriñ ur gant : fiziout e arc'hant en ur bank evit ma vefe meret. ES. klozañ. E. Ober un troc'h en ur c'horf gant ur benveg lemm. Digorit ha divouzellit ar pesk. Ez an da zigeriñ da gof gant ur gontell-eeun. F. (db. an dilhad) Dispartiañ, pellaat lodennoù ur pezh dilhad an eil diouzh eben. Digeriñ a reas e vantell hag e tiskouezas ur bugelig koant. DHS. dibrennañ. G. (db. an hentoù) 1. Digeriñ un hent, hentoù : lakaat un hent, hentoù, da vezañ el lec'h ma ne oa ket a-raok. Reiñ a rejont o ger dezhañ e lakajent digeriñ hentoù-houarn dre ar vro. 2. Dre skeud. Digeriñ an hent : balee penn a-raok. & Bezañ bet da gentañ oc'h ober udb. Laenneg en deus digoret an hent d'ar vezegiezh a-vremañ. & Digeriñ hent : ober lec'h da dremen (en un engroez, en ur c'hoad stank, h.a.). Daou zen a oa en e gichen evit digeriñ hent. H. GOUNEZ. 1. Difraostañ, arat. Digeriñ douar. Digeriñ antoù. Krogomp e pav an arar ha digoromp an erv. & Ent krenn Digeriñ a reomp a-raok hadañ. & (rener : anv tra) An oged a zigor an douar. 2. Trl. skeud. Digeriñ an erv : bezañ an hini kentañ oc'h ober udb. DHS. terriñ. 3. Trl. Digeriñ klaz, digeriñ troc'h : troc'hañ an ed e tro diabarzh ur park evit reiñ hent d'an dornerez. & Dre skeud. Kregiñ gant ul labour, bezañ an hini kentañ oc'h ober ul labour. Gouzout a rae e teuje, abred pe ziwezhat, re all da gemer e lec'h, hag evit ar re-se edo o tigeriñ klaz. Hiziv ne rin nemet digeriñ troc'h. 1. Freuzañ. Digoret en doa e vag war ar c'herreg. II. V.g. A. 1. Dont da vezañ digor. Klevet a reas an nor o tigeriñ. Bremaik e tigoro an dorikell. Kloued al leur o tigeriñ hag o serriñ. [1878] Mes kaer em boa hortañ an nor, ne zigore ket. 2. (db. ar savadurioù foran, ar stalioù, ar skolioù, h.a.) Mont endro. Stal ebet ne zigoro warc'hoazh e-pad an deiz. Ar skol zo war-nes digeriñ. Da eizh eur e tigor ar baraer. B. 1. (db. organoù, izili an dud) Dont e galon da zigeriñ : dont naon dezhañ. Dre forzh bale, e c'hallit krediñ, e oa deuet hor c'halon da zigeriñ. He beg a zigoras hag he zeod a zeuas er-maez. 2. (db. ar goulioù) Digeriñ (en-dro) : gwadañ a-nevez. Goulioù e dreid a zigore. Ne oa ket bet lienet ar gouli ha setu ma tigor en-dro gant ar striv ha ma tiwad. 3. (db. spered an dud) Gwellaat. Emichañs e tigoro e spered gant an oad. 4. (db. ar prantadoù, an traoù a bad) Kregiñ. Ur brezel spontus a ya da zigeriñ etre an div vro-se. Emañ an nevezamzer o tigeriñ. Pa zigor an noz. D'ar mare ma tigor hon istor. Hiziv e tigor an troc'hañ bezhin. Gouarnour Breizh, pa zigoras ar freuz, a lakaas herr da zistreiñ da Roazhon. 5. (db. ar c'hoarioù kartoù, domino, h.a.) Kregiñ. Din me eo da zigeriñ. C. 1. (db. ar bleunioù, an delioù, h.a.) Diglorañ. An delioù zo o paouez digeriñ er faou. Ne zigor ket bleunioù e geot-ar-Werc'hez. DHS. diflukañ. 2. (db. an deiz) Hiraat e bad. Mont a ra an deiz da zigeriñ. 3. (db. ar c'herreg, h.a.) Bezañ dizoloet gant ar mor. Erru eo prest an erv da zigeriñ : tu a vo da vont warnañ war droad. Ar Roc'h-Wenn n'he deus ket digoret hiziv : n'eus ket tu da vont betek enni war droad. ES. serriñ. D. (db. ar mor) 1. Bremañ emañ ar mor o tigeriñ : ar mareoù-mor a vez brasoc'h-brasañ. ES. menel. 2. Dont da vezañ plaen, pa vez bet taolet un danvez druz bnk. Pa vez taolet boued, stronk, e weler ar mor o tigeriñ, ne beg ket an avel war-c'horre. E. 1. (db. ar mogerioù) Dont faoutoù enno. Gwaskoù zo o tigeriñ er mogerioù. 2. (db. ar gorreennoù) En em astenn. Ar mor a zigore dirak al lestr e zomani glas diharz. Dres dirak an nor-dal e tigore ur vali ledan. III. V.k.d. 1. Digeriñ d'udb. : tommañ d'an dra-se. Mui-ouzh-mui a dud a zigore d'an emgann evit ar frankiz. 2. Digeriñ war ul lec'h bnk. : skeiñ war al lec'h-se. Ar prenestr a zigore war al liorzh. Ar porrastell a zigore war porzh ar c'hastell. 3. Digeriñ war ub. : digeriñ an nor da ub. a oa prennet warnañ. 4. Digeriñ war udb. : tennañ ar pezh a stank. Pa veze re lous an dour e veze digoret war ar poull-kanañ. 5. (db. an dourredennoù) Digeriñ e : dinaouiñ en un dourredenn all. HS. dibrennañ. ES. klozañ, serriñ.

Exemples historiques : 
80
Masquer la liste des exemples

igeriñ

1499
Référence : LVBCA p101 (ouurir)

digoriñ

1659
Référence : LDJM.1 pg ouurir

digeriñ

1659
Référence : LDJM.1 pg debarrer

digeriñ an daoulagad

1659
Référence : LDJM.1 pg desiller (les yeux)

ar c'hehezloù-se o deus lakaet e galon da zigeriñ, da dridal en e greiz

1732
Référence : GReg pg (a ces nouvelles sont coeur s'est) épanoui

digor ar beg

1732
Référence : GReg pg béer (ouvrir la bouche d'une façon niaise & admirative)

digoret ar beg

1732
Référence : GReg pg béer (ouvrir la bouche d'une façon niaise & admirative)

digeriñ ar genoù

1732
Référence : GReg pg (ouvrir la) bouche

digeriñ e galon da ur re

1732
Référence : GReg pg (faire des) confidences (à son ami), découvrir (ses sentiments, s'ouvrir à quelqu'un)

digeriñ e vrennid

1732
Référence : GReg pg debrailler (se débrailler, se découvrir trop l'estomac)

digoriñ an daoulagad

1732
Référence : GReg pg deciller (ouvrir les yeux)

digeriñ e zaoulagad da ur re

1732
Référence : GReg pg deciller (les yeux à quelqu'un, le détromper)

digeriñ douar kozh

1732
Référence : GReg pg défricher (mettre une terre en état d'être cultivée)

digor, digoriñ, digoriñ, ur pezh douar

1732
Référence : GReg pg défricher (mettre une terre en état d'être cultivée)

digeriñ an daouarn

1732
Référence : GReg pg desserrer (les mains)

digeriñ

1732
Référence : GReg pg (se) dilater, éclorre (s'éclorre, parlant des fleurs), (s') épanouir

digoriñ

1732
Référence : GReg pg (se) dilater, éclorre (s'éclorre, parlant des fleurs), (s') épanouir

digeriñ ur c'horf marv

1732
Référence : GReg pg disséquer (faire l'anatomie d'un corps)

digeriñ ha didroc'hañ ur c'horf marv

1732
Référence : GReg pg disséquer (faire l'anatomie d'un corps)

digor

1732
Référence : GReg pg (se) dilater, éclorre (s'éclorre, parlant des fleurs), (s') épanouir

d'ar sevel-heol ez teu ar bleuñv, ar bokedoù, da zigeriñ o delioù

1732
Référence : GReg pg (les fleurs s') épanouissent (au lever du soleil)

skarnilañ, skarrañ, skarillañ, digeriñ, faoutañ a ra ar c'hoad-mañ gant an heol

1732
Référence : GReg pg (l'ardeur du soleil fait) fendre (ce bois)

digeriñ ha didroc'hañ korf un aneval

1732
Référence : GReg pg dissequer (faire l'anatomie d'un corps)

a zigor kalon an den

1732
Référence : GReg pg appetissant

N'en deus ket digoret e c'henoù.

1850
Référence : GON.II pg digéri (Il n'a pas ouvert la bouche).

alc'houez a zigor pep dor

1850
Référence : GON.II.HV pg grimandel

Ret eo digeriñ ur wazhienn dezhañ.

1850
Référence : GON.II pg gwazien (Il faut lui ouvrir une veine).

Ne c'hellan ket digeriñ ar c'houlm-mañ

1850
Référence : GON.II pg koulm (Je ne puis pas défaire ce nœud).

Gwaskit war ar vranell hag e tigoro an nor.

1850
Référence : GON.II pg branel (Appuyez sur le loquet, et la porte s'ouvrira).

Hastit a-fo en em vragezañ, evit digeriñ an nor.

1850
Référence : GON.II pg bragéza (Dépêchez-vous de vous culotter pour ouvrir la porte).

digeriñ

1850
Référence : GON.II pg digéri (Ouvrir, faire que ce qui était fermé ne le soit plus), digor

digoret

1850
Référence : GON.II pg digéri (Ouvrir, faire que ce qui était fermé ne le soit plus. Part.)

Deuit da zigeriñ an nor din.

1850
Référence : GON.II pg digéri (Venez m'ouvrir la porte).

Divragez e oa pa m'eus digoret an nor.

1850
Référence : GON.II pg divragez (Il était sans culotte, quand j'ai ouvert la porte).

Ar goulm, pa voe distro, / A lavar petra zo ; / Hag an tri-mañ a-fo / 'Zigor kuzul etrezo.

1867
Référence : MGK p47

Eno, ganto raktal kuzul a zigoras ; / Hag ar priñs d'an tri all diwar-benn ar re vras, / Diwar-benn ar poanioù a stag outo bemdez, / Lavaras meur a dra.

1867
Référence : MGK p79

Brezel a zigoras ha, gwelloc'h evit den, / E tiskouezas anat eo an deskadurezh / Talvoudusoc'h evit danvez.

1867
Référence : MGK p124

Lavaret a ra d'ar bobl digeriñ e spered, / Selaou an alioù mat, o heuliañ hed-da-hed ;

1867
Référence : MGK p1

Digorit ho spered ha taolit evezh mat, ez eus ur gwallarnev warnoc'h hoc'h horjellat.

1867
Référence : MGK p3

Eno, en-dro d'ar marc'h, setu c'hoari ha freuz o tigeriñ 'vit an arc'hant. Hor gwazed vat ha dizamant, evit sachañ moneiz d'o beg, a grog e moue al loen lorc'hek

1867
Référence : MGK p6

Ur gwall bennad e kave dezhañ e ranke gedal hag e tigoras ar gambr.

1877
Référence : EKG.I. p.14

Klask a rejont an digor, ha ne voe ket diaes dezho her c’haout, rak an nor n’oa prennet nemet gant ul liked koad, ha c’hoazh, allas ! he frenn a yoa e lost er-maez eus ar porzh, ha n’oa nemet chachañ warnezhañ evit digeriñ.

1877
Référence : EKG.I. p.38

Eno, gourvezet e-touez an teil, e zaou benn stok-ouc’h-stok, rodellet evel ur c’hi, e krene, evel ur bern delioù, pa gleve an tennoù fuzuilh o s[tl]akal hag an armelioù o tigeriñ a-flav.

1877
Référence : EKG.I. p.125

Kerkent e voe klevet stalaf ar gwele o tigeriñ en ur strakal hag ar sakrist oc’h ober ul lamm plom war ar bank.

1877
Référence : EKG.I. p.111

Digorit ho kalon ker bras ha ma kerfot, savit ho spered uhelañ ma c’hellfot, ha lavarit din ha c’hwi hoc’h eus klevet ur c’han ken dudius, gwelet un dra ker burzhudus ?

1877
Référence : EKG.I. p.99-100

Ar manac’h a zebras e soubenn ha, war-lerc’h, un tamm bara hag amann : e nozvezh wenn hag e c’haloupadenn vintin o doa digoret e galon dezhañ.

1877
Référence : EKG.I. p.46

Kement-mañ ne vir ket ouc’h an Aotrou Doue da vezañ digoret gant laouenidigezh dor e varadoz da Janed ha da Vanuel, eñ hag a lavar ar pezh a zo graet d’an dud ezhommek a zo evel graet dezhañ e-unan.

1878
Référence : EKG.II p.75

Mes kaer em boa hortañ an nor, ne zigore ket.

1878
Référence : EKG.II p.118

Reiñ a ris dezhi neuze un taol penn-skoaz hag e tigoras a-flav. Trouz an nor o tigeriñ a reas aon din.

1878
Référence : EKG.II p.41

Digor ar gleud ha da zaoulagad... Na petra 'ta ! Na rannez gir ?

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Anat dezhañ diwar-se ez oa spesoù, nemet ez oant spesoù dinoaz, e nac’has klask adarre e nep doare digeriñ emziviz ganto ; e venoz a reas, avat, d’o skorañ kement ha ma c’hellje den krouet hen ober.

1923
Référence : SKET p.115

Hinoniñ a rae an neñv ; glas e oa ar geot hag an delioù ; dindan va c’hammedoù e pep lec’h e tigore bleunioù ; war ar skourr e kane an evn, ha d’am diskouarn e voude drantik ar gwenan.

1923
Référence : SKET p.22

Ariomanos eo a eostas kentañ trevad heiz taolet gant douar-stuz, ha kentañ park aret e voe an hini a zigoras-eñ e Manoialos (frankizenn Manos) (1).

1923
Référence : SKET p.53

E gerent hag e vignoned en em c’hronne war e dro da reiñ dezhañ gourc’hemennoù : « Digor da ene d’al levenez holl-zistrafuilh, emezo ; rak setu emaout digouezhet e lec’h ar Peur-ehan, ma vez kaset da vat pep taol ennañ aes ha diboan, ma teu pep tra digoust-kaer, ma na sav harz ebet ouzh kammedoù ha mennad mab-den. »

1923
Référence : SKET p.75

Evel-se, dre skeiñ taolioù ha skignañ spont, e tigorjont an hent dirazo betek lenn an Heol, an Albis, ar Visuria, an Amisios, hag e savjont war o glannoù seizh rouantelezh a zo manet war goun an dud an anvioù anezho ha darvoudennoù o buhez.

1923
Référence : SKET p.140

Dirak an aotrou person, abaf an div blac’h, ken abaf ha na gredent digeriñ o ginou.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924)

Aet int o div d’ar presbital. Tok ! tok ! war an nor, hag ar garabasenn da zigeriñ. — Petra a c’hoarvez ganeoc’h, Marc’harid ?… Petra a fell d’eoc’h ?… — Er gêr emañ an aotrou person, Frañseza ?

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924)

Izabel ’ta a heulio ar pardonioù ; en-dro devezhioù ar pardon (derc’hent ar pardon, deiz ar pardon ha deiz an adpardon), an ozhac’h hag ar wreg a zigor frankoc’h ar yalc’h, an arc’h hag an armel.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.897 (Miz Ebrel 1924)

Kreñv a gorf hag a spered, hep pleg na displeg, ha, pa zigore warnoc’h e zaoulagad gwer-c’hlas [sic], eeun ha sklaer, ar skiant-vat enne a bare.

1925
Référence : BILZ2 p.178

Plijadur en devoa, laouen e oa e galon, pa wele an dimezellig : levenez an hini, a wel ur vleuñvenn gaer o parañ el liorzh, pehini ne zigoro biken evitañ he [d]or.

1925
Référence : BILZ2 p.179

Ac’hanta ! Bilzig, dit da leviat ! Digor da zaoulagad ha frank, paotr. Krenañ a ra da zorn.

1925
Référence : BILZ2 p.107

Ha sed an naer vras o tigeriñ he geol glaourek ha dantek, hag o tigorvigelliñ he c'helc'hioù gweadennek ha skantek, hag o tapañ al loenig kaezh etre kef ar wezenn ha hi en ur sutal.

1929
Référence : SVBV p.19

Hep reiñ dimp amzer da zigeriñ hor begoù, ar « vleuien » ac’hanomp, ar pleustriñ war an embregañ a zeraouas diouzhtu.

1944
Référence : EURW.1 p.194

Lom a zigoras e zaoulagad ar brasañ ma c’hellas, hag a sellas. Mes ne respontas ket diouzhtu.

1944
Référence : ATST p.18

Ha Lom a grogas adarre da lavarout : — « O moereb ! O, moereb !… » — « Peoc’h, en anv Doue ! » eme ar voereb, hep digeriñ ul lagad ; « poan-benn a rit din. »

1944
Référence : ATST p.35

Pe, ma oa deuet unan bennak da welout anezhi ken diwezhat-se, en dije skoet war an nor, ha goulennet digor.

1944
Référence : ATST p.50

Koulskoude, pa zeuas an aotrou Vallée da zigeriñ ar c'hlas kentañ brezhonek a zo bet graet biskoazh en hor bro a Vreizh, — en ur sal skol, e-pad an ehan-labour —, e oamp nav war ar bankoù : Emil Abéré a Blougastell-Daoulas ; Loeiz Ar Borgn, a Vrest ; Loeiz Coniac, a Landerne ; Loeiz Gautier, a Sant-Brieg ; Jozeb Guyot, a Sant-Brieg ; Frañsez Jafrenoù, a Garnoed ; Jul Olivier-Henry, a Sant-Brieg ; Frañsez Le Page, a Sant-Brieg ; Olier Sagory, a Sant-Brieg ; hag Olier Vallée, a Sant-Brieg.

1944
Référence : EURW.1 p58-59

Pa zigoras ar c'hlasoù, da viz Here 1896, e komzis d'an aotrou Lebon, rener, eus ma mennozh.

1944
Référence : EURW.1 p58

Ar « ravolt » a veze leuskel a-gevret, war ar renkoù, bep a c'hwitelladenn ; er studi, skeiñ a-gevret gant ar botoù-koad war ar pleñchod ; er refektouer, pa zisplije ar boued, boudal pe vouboual hep digeriñ ar genoù, evel un hed-gwenan o sevel.

1944
Référence : EURW.1 p40

Un nor er goueled a c'heller digeriñ war du kleiz treuzell ul lestr-karg bremañ.

1949
Référence : LLMM niv. 14, p67

Digoret he doa Palmira trumm hec'h aveler e framm-olifant, ha, kent en em aveliñ, he doa spinet flour chink ar manac'hig gant bevenn ar seiz limestra.

1949
Référence : SIZH p.50

Ha pezh n'oa ket bet anzavet gant ar breur Arturo, kennebeut, re gizidik e elevez, a oa an evezhiadenn a luc'he, a-daolioù, en e spered, evel ma splamme, pa veze digoret ganti, mohera avelaouer Palmira (...).

1949
Référence : SIZH p.56

Bez' e voe war-nes degas war o enep ar Werc'hez Vari benniget-dreist, ha Dinamm, met ne zigoras ket e c'henou.

1949
Référence : SIZH p.41

Digeriñ a ra e zaoulagad. Nann ! N'eo nemet ul labous o kanañ el liorzh kloz.

1949
Référence : SIZH p.38

Dilammat a ra ar person da zigeriñ.

1960
Référence : PETO p35

Sevel a ra da vont d'an nor, met, kerkent, e teu ar soudard da virout outañ d'he digeriñ, en ur c'hourdrouz skeiñ gant e vaionetez.

1960
Référence : PETO p43

Honnezh eo bet al lodenn eus ar Gabon an diaesañ da zigeriñ d'ar vuhez vodern.

1985
Référence : DGBD p187

Berr eo bet gwalenn ar c'hastiz, avat ; hag antronoz vintin n'emañ mui ar vatimant o ruilhal war houlennoù hir ha gorrek mor Biskaya, hogen o lakaat gwagennoù berr ha rust da eonenniñ dirak beg-douar Finisterre, a c'heller gwelout an tornaodoù sonn anezhañ war an tu kleiz, an tu m'emañ va c'hambrig; hag, en ur zigeriñ ar prenestr e c'hellan gwelout rannoù uhelañ Bro-C'halikia hanterguzhet er vogidell.

1985
Référence : DGBD p11

Gant un amezegez. Skoet he deus ouzh an nor met n'eus bet den o tigeriñ.

2015
Référence : EHPEA p13

Deizioù hag eurioù digoradur al lec'h, deoc'h da c'houzout da bet eur e vez digoret ha serret an dorioù, pegoulz e vez diaesoc'h d'ar vijiled evezhiañ al lec'h abalamour d'an niver bras a dud a zo ennañ, pegoulz e c’hall an dud bezañ degemeret e-barzh al lec'h a fell deoc'h tizhout, hag all, hag all...

2015
Référence : DISENT p75

Note d'étude

Lenn a reer e GON.II ne vez ket graet gant "digori" ("non usité").

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux