Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
6
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Doar./Stn. A. 1. Hep labour da ober. Da c'hedal an deiz-se, n'eo ket chomet dilabour. E zevezh a oa bet didrouz, dilabour. N'eo ket o chom dilabour e vagin ma gwreg ha bugale. 2. (db. an dud) Hep labour gopret. Bete re a dud dilabour zo bremañ. Emaint dilabour. N'eus ket ur vro a vefe enni muioc'h a dud dilabour. B. Dre ast. 1. Hep netra resis d'ober. An den a gar bezañ dilabour hag ehanañ. Sell ! Emaoc'h dibrez ha dilabour. 2. (db. obererezhioù an dud) Na ro ket kalz a labour. Kargoù dilabour ha paeet mat. 3. Gounez. Na labourer ket. An douar dilabour. 4. (db. ar binvioù) Na implijer ket. Ar mergl a zebr ur benveg houarn dilabour. II. Adv. 1. (db. obererezhioù an dud) Hep goulenn ket kalz a labour. Madoù deuet aes, dilabour. ES. labourus. 2. (db. an dud) Hep labourat. Debriñ friko, bale ha bevañ dilabour.

Exemples historiques : 
11
Masquer la liste des exemples

dilabour

1732
Référence : GReg pg desoccupé (ée, desoeuvré, qui est sans rien faire)

ur vidisinez en ul leandi ned ket dilabour

1732
Référence : GReg pg apoticairesse

alvokad dilabour

1732
Référence : GReg pg avocat (avocat écoutant, celui qui n'a point encore de pratique)

dilabour

1850
Référence : GON.II.HV pg dilabour

dilabour on

1850
Référence : GON.II.HV pg dilabour

Ouzh ar mojennoù-mañ en doa dudi; sellet a rae alies ouzh ar re anezho en doa troet e galleg, pa oa er skol; e levrig zoken a gase gantañ d'e bark, ha pa oa dilabour, en tenne dioc'h e c'hodell, hag ez ae a-gostez d'e lenn dindan ur wezenn bennak : ken a lakeas en e benn treiñ lod anezhañ e brezhoneg.

1867
Référence : MGK Rakskrid VI

Mes, gant teil ma c'hrevier ha ma forzh, skarzhadur an douvezioù, hag hemañ, ar c'haoc'h-houarn-mañ e ran c'hoari gaeroc'h ha teir gwech muioc'h digoust ha dilabour.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Disi ez oa ar chatal hag en douar brokus-se, dindan an heol-se klouar ha lugernus, divouch dalc’hmat diouzh koumoul goañv ha lusenn diskar-amzer, e taole ar parkeier, dilabour ha didorr, tri eostad dre vloaz.

1923
Référence : SKET p.74

Ya ! trist eo ken na eo trist a-walc’h gwelout ac’hanoc’h o redek ar barrez, o sistra bemdez hag o tremen ho puhez dilabour. Ur vezh eo zoken.

1944
Référence : ATST p.29

Paket e oa bet dilabour gant ar bolised, ha sammet evel-se evit mont da labourat war an hent nevez edod o tigeriñ etrezek Ndjole.

1985
Référence : DGBD p70

Pa vije dilabour, n'eo ket lavaret ne welfe ket an traoù en un doare disheñvel.

2015
Référence : EHPEA p144

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux