I.
H.g.
A. Obererezh dilezel.
Pennabeg aloubidigezh ar vro gant ar galleg eo dilez ar brezhoneg gant tud ar renkadoù uhelañ. An dilez bugale.
B. Dre ast.
1. Obererezh lezel kerz udb. gant ub.
N'eo ket fellet dezhañ ober (an) dilez eus e wir ganin. Erru on kozh, poent eo din ober ma dilez. Graet en deus ma zad an dilez eus e dra.
&.
Terriñ an dilez : e zinac'h.
Lakaet o deus terriñ an dilez.
&
Reiñ an dilez da ub. : legadiñ e vadoù.
[1982] Ur plac'h kozh hag he doa bet ar gwalleur da reiñ an dilez d'he mab.
2. Obererezh dilezel (ur garg bnk.).
Graet en deus dilez eus e garg.
&.
(db. ar rieien)
Ober dilez eus e gurunenn : dilezel e garg a rieg.
3. Berrentez.
En em gavout en dilez ar brasañ. Ne vev nemet dre an diouer hag an dilez a bep tra.
DHS. dienez, diouer.
II.
G.
A.
Skrid kefridiel a ra anv eus dilez (I B 1) e vadoù gant ub.
Sevel a reas an noter an dilez.
&
(en e furm lies)
An dilezoù : termenoù ar skrid-se end-eeun.
Ne c'houlennomp na muioc'h na nebeutoc'h eget ar pezh a voe divizet en dilezoù gant an tad hag ar vamm.
DHS. testamant.
B.
1. Gwechad dilezel e garg.
Emañ o vont da reiñ e zilez. Lakaat ub. da reiñ e zilez. Meur a zilez zo bet.
[1944] Hen ober a reas en ur reiñ e zilez a rener[.]
&.
Lakaat e zilez : reiñ e zilez.
Lakait ho tilez.
2. Ent strizh (db. ar rieien)
Reiñ e zilez : dilezel e garg a rieg.
Roet en doa e zilez a roue.
3. (e broioù zo ; evit ar wazed)
Ober an dilez eus e wreg, reiñ he dilez d'e wreg : he c'has kuit hvz. lezenn.
Dibaot e vez an ozhac'h a ra an dilez eus e wreg. Mar ro din he merc'h ne roin ket dezhi he dilez.
C. Amrefuz
Référence :
GReg
pg abandon, abdication, cession (abandonnement de tous ses biens), delais (cession d'un bien pour lequel on est inquieté), delaissement (abandonnement, manque de secours), demission (renonciation à une office, ou à un benefice entre les mains du Superieur, ou du Collateur), desistement
dilez
dilés
1732
Référence :
GReg
pg abandon, abdication
dilez eus ar feiz kristen
dilés eus ar feiz christen
1732
Référence :
GReg
pg apostasie
dilez eus e urzh
dilés eus e urz
1732
Référence :
GReg
pg apostasie
ober dilez eus e dra
ober dilès eus e dra
1732
Référence :
GReg
pg abandon, (faire) cession (de ses biens)
Référence :
GON.II
pg dilez (J'ai fait abandonnement, cessions de mes biens).
— Ar pezh a livirit a zo gwir. Va c’hredenn, va feiz, va c’houstiañs a zifenn ouzhin bale dre ar memes hent ganeoc’h ; her lavaret am beus dirak an holl en ti-kêr : c’hwi ne falveze ket deoc’h kemeret diganen an dilez eus va c’harg : abalamour da se on chomet hep mont war ho tro.
— Ar pez a livirit a zo guir. Va c’hredenn, va feiz, va c’houstianz a zifenn ouzign bale dre ar memez hent ganeoc’h ; her lavaret am beuz dirak an oll enn ti-kear : c’houi ne falveze ket d’eoc’h kemeret digan-en an dilez euz va c’harg : abalamour da-ze oun chomet hep mont var ho tro.
1878
Référence :
EKG.II
p.65
dilez
dílèz
1909
Référence :
BROU
p. 228 (abandon)
Truezus galvadenn ar rouanez yaouank en he dilez, eme an doue. Ha petra he deus lavaret eben ?
1924
Référence :
SKET.II
p.62
reiñ e zilez a
rei e zilez a
1931
Référence :
VALL
pg abdiquer
dilez
1931
Référence :
VALL
pg abandon, abdication
dilez
dilez-beli
1931
Référence :
VALL
pg abdication
dilezioù
1931
Référence :
VALL
pg abandon
ober e zilez a
1931
Référence :
VALL
pg abdiquer
Ar gudenn a oa diaes da ziluziañ evitañ. Hen ober a reas en ur reiñ e zilez a rener, [u]n dalc'h a voe graet evit dibab ur burev nevez.
Ar gudenn a oa diaes da ziluzia evitañ. Hen ober a reas en eur rei e zilez a rener, e[u]n dalc'h a voe graet evit dibab eur bureo nevez.
1944
Référence :
EURW.1
p.133
Holl o doa degaset lizheroù a-zigarez pe roet o dilez.
Holl o doa degaset lizerou a-zigarez pe roet o dilez.
1944
Référence :
EURW.1
p.189
Da dad a roio dilez evidout, ha sell e vimp eürus holl a-gevret en hon toull.
1944
Référence :
EURW.1
p.210
- Mar fell dit bezañ savetaet, dilez da vro, da gerent, da deñzorioù, ha deus d'am heul !
1949
Référence :
SIZH
p.56
Er penn-kentañ eus an teir sizhun am eus tremenet dindan toenn va madoberour, hemañ en em lakaas da sevel ur son diwar-benn ur plac'h kozh hag he doa bet ar gwalleur da reiñ an dilez d'he mab, hag hemañ he lakas er c'hlañvdi, en ospital Kemperle !