Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. (db. an dud) 1. Zo skañv ha prim e fiñvoù. Ur paotr dilu e izili. Daou baotr gwevn ha dilu. Ul loen dilu eo. [1955] Ne gomze den a vouezh uhel nemet mevelien al lec’h-pred hag ar vaouez dilu oc’h ober war-dro ar samovar [...]. & Bezañ dilu a gorf. DHS. akuit, ampart. HS. blim, bliv, dillo. ES. lent, lopes. 2. Bezañ dilu a deod : bezañ distagellet brav, na vezañ luziet e gaoz. 3. (db. an dud) Kuit a chastre. Mar ne zimezez ket e vi bepred dilu ha didrouz. Diluoc'h e vezer pa vez ar c'henwerzh d'an-unan. DHS. dichastre, didrabas. II. 1. (db. al labourioù) A vez graet dichastre. Al labour a vez diluoc'h gant ar plac'h eget gant ar paotr. DHS. aes, diboan, didorr. 2. (db. an hentoù) Hep skoilh. Un hent dilu. DHS. aes.

Exemples historiques : 
4
Masquer la liste des exemples

dilu

1931
Référence : VALL pg agile

Leon ar Berr, mab d'ur marc'hadour koad eus 'tal Kemper, a oa ur paotr dilu, laouen, mignon d'an ebatoù, mes troet gant al lennegezh hag an istor.

1944
Référence : EURW.1 p.142

Un dilenn paotred dilu, yac’h a spered hag a gorf.

1944
Référence : EURW.1 p.195

Ne gomze den a vouezh uhel nemet mevelien al lec’h-pred hag ar vaouez dilu oc’h ober war-dro ar samovar ; ar re-mañ ’vat a skrigne hag a vouskane dibreder-meurbet, ken kustum ha ma rankent bezañ diouzh an aergelc’h ankenius a blave a-us dimp.

1955
Référence : VBRU p.35-36

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne