Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (db. an dud) 1. Zo skañv ha prim e fiñvoù. Ur paotr dilu e izili. Daou baotr gwevn ha dilu. Ul loen dilu eo. & Bezañ dilu a gorf. DHS. akuit, ampart. HS. blim, bliv, dillo. ES. lent, lopes. 2. Bezañ dilu a deod : bezañ distagellet brav, na vezañ luziet e gaoz. 3. (db. an dud) Kuit a chastre. Mar ne zimezez ket e vi bepred dilu ha didrouz. Diluoc'h e vezer pa vez ar c'henwerzh d'an-unan. DHS. dichastre, didrabas. II. 1. (db. al labourioù) A vez graet dichastre. Al labour a vez diluoc'h gant ar plac'h eget gant ar paotr. DHS. aes, diboan, didorr. 2. (db. an hentoù) Hep skoilh. Un hent dilu. DHS. aes.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

dilu

1931
Daveenn : VALL pg agile

Leon ar Berr, mab d'ur marc'hadour koad eus 'tal Kemper, a oa ur paotr dilu, laouen, mignon d'an ebatoù, mes troet gant al lennegezh hag an istor.

1944
Daveenn : EURW.1 p.142

Un dilenn paotred dilu, yac’h a spered hag a gorf.

1944
Daveenn : EURW.1 p.195

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial