1. Distag diouzh an nask.
Dinask eo ar vuoc'h.
[1944] En em lezel da vevañ, evel ebeulien yaouank digabestr ha dinask leusket en ur prad [...].
2. Dre skeud.
Dieub, kuit a zalc'h.
Bezañ dinask evit ober ar pezh zo en e garg. Ar yer a oa dinask. Ar speredoù zo dinask da soñjal e traoù all.
[1954] Chom a ris goude-se ur pennad brav e kazarn Rekourañs da studiañ ha da labourat dindan renerezh an Aotrou Farigoul, met a-hend-all e vezen ken dieub, ken dinask hag un evnig Doue.
HS. diere, dilas, diliamm, dishual, dizalc'h.
En em lezel da vevañ, evel ebeulien yaouank digabestr ha dinask leusket en ur prad ; reolenn ebet, nemet an hini hor redie da heuliañ kentelioù ur wech bemdez, ha c'hoazh e oa kalz hag a dremene hep mont d'ar skol-veur.
En em lezel da veva, evel ebeulien yaouank digabestr ha dinask leusket en eur prad ; reolenn ebet, nemet an hini hor redie da heulia kenteliou eur wech bemdeiz, ha c'hoaz e oa kalz hag a dremene hep mont d'ar skol-veur.
1944
Référence :
EURW.1
p.146
Chom a ris goude-se ur pennad brav e kazarn Rekourañs da studiañ ha da labourat dindan renerezh an Aotrou Farigoul, met a-hend-all e vezen ken dieub, ken dinask hag un evnig Doue.