I.
1. Kordenn pe chadenn a lakaer d'ul loen en e gerniel pe en e c'houzoug, evit e stagañ er park pe er c'hraou, pe evit e ren.
Lakaat he nask d'ar vuoc'h. Eno e oa muioc'h a niskier eget a gebestr.
2. Dre ast.
Lec'h ma stager ul loen en e graou.
II.
Dre skeud.
1. Nep tra a strisha e frankiz da ub.
Ne vefe ket brav klask tremen an nask em c'herc'henn. Pegen berr bennak e ve e nask, e kav atav an tu da fringal.
2. Trl.
Kas ub. d'e nask : lakaat ur fougeer da gaout un emzalc'h reishoc'h ha dereatoc'h e-keñver ar re all.
Ranket em eus e gas d'e nask.
&
Pemdez
Bezañ en nask : bezañ dimezet.
En nask emañ.
Référence :
GReg
pg attache (attache, pour attacher les bestiaux à l'étable, ou, aux champs), corde (pour attacher les bestiaux dans l'étable, ou, dans les champs pour paître)
naskoù
nasqou
1732
Référence :
GReg
pg attache, corde
Grit ur c'hlav en nask.
Grid eur c'hlav enn nask.
1850
Référence :
GON.II
pg klav (Faites un nœud à la corde).