Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Doar./Stn. 1. (db. an dud, al loened) N'eo ket drouk. Bezit dizrouk evel koulmed. Ur verc'h dizrouk ha sioul e oa. 2. (db. an traoù) [1931] Na ra ket a zroug, na ra ket a c'haou. Ar gerioù gallek e brezhoneg zo dizrouk. HS. dinoaz. II. Adv. Hep bezañ drouk. Me a gomzo dizrouk outo. HS. dizroug.

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

Ha ken buan ar beleg dizrouk a gemeras penn an hent da vont war-zu Lanhouarne.

1878
Référence : EKG.II p.97

Diskennet em eus e-touez an dud-se, eme Vindosetlos, dre ma ’z int eeun ha dizrouk. Ken gwazed, ken maouezed, ken paotred, ken plac’hed yaouank, holl ez int mat, habask ha degemerus (1).

1924
Référence : SKET.II p.67-68

dizrouk

1931
Référence : VALL pg (propos) anodin, bénin

Ar c'hannoù leal a blij din / Ha muntrañ den dizrouk ne rin.

1960
Référence : PETO p61

Ma vo dizrouk o zreizh er bed, / A- holl-galon, breudeur bepred, / Ma ne vo mui na Gwenn na Glaz, / Drailh ruz ganto 'vel ki ha kazh, / Ma ne vo ken na droug na doan, / O ! ma Jezuz, C'hwi ar gwir Oan !

1960
Référence : PETO p84

Er c'hontrefed e c'hall klask an den e-karg daremprediñ ar mediaoù ha silañ d'an dud-se un nebeud doareoù all da welet an traoù, arguzennoù all pe barnadennoù dizrouk diwar-benn ar pennadoù savet a-enep deomp gante.

2015
Référence : DISENT p125

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux