1. Kendeuzad diwar houarn ha karbon zo nebeutoc'h eget 1,5 % a garbon ennañ.
Ur vouc'hal dir, ur c'hleze dir. Ar c'hontelloù mat o devez malvennoù dir.
HS. potin.
2. Trl. skeud.
Lakaat an dir en avel : tennañ ur c'hleze e-maez e c'houhin.
&
C'hoari gant an dir : en em gannañ gant ar c'hleze.
Ur pigos kalet evel an dir.
&
(db. an dud)
Bezañ dir war e dal, war e fas : bezañ dispont, dizaon.
&
Kaout ur galon dir, evel dir, bezañ dir war e galon : bezañ kriz, na vezañ aes da fromañ.
[1877] Gwelet a raen tud, hag a anavezen mat, astennet war an douar, mac’hagnet, hag ez aen a-biou dezho evel pa ne vijent ket bet eno ; va c’halon a yoa deuet da vezañ dir.
[1878] Mes ur soudard, kalon ker kriz hag an dir, a roas dezhañ ur bountad ker kreñv, m’hen taolas, dreist an treuzoù, war e benn er porzh, e-touez an teil.
[1878] Ur galon houarn ha dir a yoa en e greiz !
&
Trl. kv.
Kalet evel an dir : kalet-tre.
3. Impl. da anv unan.
Unan eus ar seurtoù kendeuzadoù houarn ha karbon.
Référence :
GON.II
pg dîr (acier, fer parfaitement purifié), diren.
sav-dir
saô-dir
1850
Référence :
GON.II.HV
pg chaoser
Ker kalet eo e galon evel an dir.
Ker kaled eo hé galoun ével ann dîr.
1850
Référence :
GON.II
pg dîr (Il a le cœur aussi dur que l'acier).
Un dervezh m'en doa naon, o furchañ ken a c'hell / Da glask un dra bennak dre an hernaj kalet, / E kavas un tamm dir ne oa bouk da sunañ.
Eunn dervez m'en doa naoun, o furcha ken a c'hell / Da glask eunn dra bennag dre ann hernach kalet, / E kavaz eunn tamm dir ne voa bouk da zuna.
1867
Référence :
MGK
p72
Ha pa ve, evel dir, kalet o zouchennoù, / Ar pezh zo gwir ha mat ne vezo fall na gaou.
Ha pa ve, evel dir, kalet ho zouchennou, / Ar pez zo gwir ha mad ne vezo fall na gaou.
1867
Référence :
MGK
p73
An tamm dir a lavar, hep kaout aon na krenañ : / — « Labour az peus kavet ; kaer az po rigouignat / Ha gwaskañ gant da zent, zo lemm a lavarer, / A-raok ma tistago diouzhin-me ur begad, / Nag an disterañ tamm, / Kozh tamm naerig flemmer, / 'Vezint, evel bruzun, torret en da garvan. »
Ann tamm dir a lavar, hep kaout aoun na krena : / — « Labour as peuz kavet ; kaer as po rigouignat / Ha gwaska gant da zent, zo lemm a lavarer, / A-raok ma tistago diouz-in-me eur begad, / Nag ann distera tamm, / Koz tamm aerik flemmer, / Vezint, evel bruzun, torret enn da garvan. »
1867
Référence :
MGK
p73
Gwelet a raen tud, hag a anavezen mat, astennet war an douar, mac’hagnet, hag ez aen a-biou dezho evel pa ne vijent ket bet eno ; va c’halon a yoa deuet da vezañ dir.
Guelet a rean tud, hag a anavezen mad, astennet var an douar, mac’hagnet, hag ez ean abiou d’ezho evel pa ne vichent ket bet eno ; va c’haloun a ioa deuet da veza dir.
1877
Référence :
EKG.I.
p.287
Ar Breizhad, evitañ da vezañ dispont dirak an tan hag an dir, a zo aonik, spontik-meurbet dirak an divroidi ; pe evit lavaret gwell, ar Breizhad a lez e skiant-vat a-gostez evit krediñ ha mont da heul an hini a deuio da gontañ dezhañ sorc’hennoù burzhudus, dispar ha diskiant, ma n'eo ket eus e vro, ma ne gomz ket yezh e dudoù-kozh ; abalamour da se ez aed a-unan gant an divroidi a rae en hor bro an traoù fall a gontañ amañ.
Ar Breizad, evithan da veza dispount dirak an tan hag an dir, a zo aounik, spountik meurbed dirak an divroidi ; pe evit lavaret guell, ar Breizad a lez he skiant vad a gostez evit kredi ha mont da heul an hini a deuio da gounta d’ezhan sorc’hennou burzuduz, dispar ha diskiant, ma ne ket euz he vro, ma ne gomz ket iez he dudou koz ; abalamour da ze ez eat a-unan gand an divroidi a rea enn hor bro an traou fall a gountan aman.
1877
Référence :
EKG.I.
p.173
A-raok mont kuit eus he zi, e c’halvas he bugale d’he c’haout evit kimiadañ diouto ha reiñ dezho he bennozh diwezhañ ; mes ar c’habiten ne lezas ket ar vugale da dostaat ouc’h o mamm ! Ur galon houarn ha dir a yoa en e greiz !
Araok mont kuit euz he zi, e c’halvaz he bugale d’he c’haout evit kimiada diout-ho ha rei d’ezho he bennoz diveza ; mez ar c’habiten ne lezaz ket ar vugale da dostaat ouc’h ho mamm ! Eur galoun houarn ha dirr a ioa enn he greiz !
1878
Référence :
EKG.II
p.226
Mes ur soudard, kalon ker kriz hag an dir, a roas dezhañ ur b[o]untad ker kreñv, m’en taolas, dreist an treuzoù, war e benn er porzh, e-touez an teil.
Mez eur zoudard, kaloun ker kriz hag an dir, a roaz d’ezhan eur buntad ker kren, m’hen taolaz, dreist ann treujou, var he benn er porz, e touez an teil.
1878
Référence :
EKG.II
p.77
Dir pe houarn ? Na dir nag houarn, laosk ganin va divskouarn
Dir, pe houarn ? Na dir nag houarn. - Laosk gane va diskuarn
1909
Référence :
BROU
p. 419 (parfois, en s'amusant, un enfant prend l'oreille d'un de ses compagnon, en disant : Dir pe houarn ? Celui-ci doit répondre, Na dir, nag houarn, laosk gane ma diskuarn)
Dir e galon enep an druez ; e-pad e vuhez a varner, gwelet en devoa gwazh, pegen gwazh, ha gwashoc’h c’hoazh, hag e goñsiañs, pell amzer a oa abaoe, ne fiñve ken en e greiz ; marv e oa ar preñvig bihan-se dirak pinijennoù ken dister : un taol gwialenn !…
Dir e galon enep an drue ; e-pad e vuhe a varner, gwelet an nevoa gwaz, pegen gwaz, ha gwasoc’h c’hoaz, hag e [e] gonsians, pell amzer a oa abaoe, ne finve ken en e greiz ; maro e oa ar prenvig bihan-ze dirak pinijennou ken dister : eun tôl gwialenn !…
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 40, p.897 (Ebrel 1924)
Ha kroget o deus ennoc’h gant o beg du, kalet evel dir, lemm evel un aotenn ?
Ha kroget o deus ennoc’h gant o beg du, kalet evel dir, lemm evel eun aotenn ?
1925
Référence :
BILZ2
p.112
teuzerezh dir
teuzerez-dir
1931
Référence :
VALL
pg aciérie
dir
1931
Référence :
VALL
pg acier
Ne oa ket farsal ; eno 'oa un disiplin dir : plegiñ pe terriñ.
Ne oa ket farsal ; eno 'oa eun disiplin dir : plegi pe terri.
1944
Référence :
EURW.1
p32
An Delenn dir, gwerzioù ha sonioù, .. .. .. 1900
An Delen dir, gwerziou ha soniou, .. .. .. 1900
1944
Référence :
EURW.1
p2
Petra ' c'hoarvezfe ma vefemp dizornet ? / Hon teodoù simudet a chomfe skornet, / Rak diganto, da brezeg, ' lamfed ar gwir / Dre an urzh a lerez ken kalet ha dir.
Petra ' c'hoarvezfe ma vefemp dizornet ? / Hon teotou simudet a chomfe skornet, / Rak diganto, da brezeg, ' lamfed ar gwir / Dre an urz a lerez ken kalet ha dir.
1960
Référence :
PETO
p18
Harzit, mar plij ! Pelloc'h ned eoc'h / Pe ar broch dir-mañ war ho led / Ho taolo prim ; gwazh a-se deoc'h.
Harzit, mar plij ! Pelloc'h ne deoc'h / Pe ar broch dir-mañ war ho led / Ho taolo prim ; gwaz a ze deoc'h.