Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. H.g. Perzh ur c'horreenn, un dachenn douar war-ziskenn. Diribin zo alies gant an hent ha kalz a sav ivez. HS. diskenn, naou. II. G. 1. Gorreenn pe tremen war ziskenn ha serzh. Diribin an dorgenn. Koadoù uhel an diribinoù. 2. Dre ast. Derezioù. An diribin da sevel betek an aoter. [1954] Daoust ha ma veze ruz ha bev-mat he liv, ne dlee ket he c'halon bezañ en he reizh, rak pa felle dezhi mont da di he mamm, berr e veze warni o pignal gant an diribin, ha rankout a rae chom a-sav da dennañ hec'h alan en ur stardañ he daouarn ouzh he bruched.

Exemples historiques : 
8
Masquer la liste des exemples

diribin

1850
Référence : GON.II pg diribin (Inclinaison, état de ce qui incline, de ce qui n'est pas perpendiculaire. Pente. Penchant).

diribin

1909
Référence : BROU p. 226

Dre vras [Dre-vras] eta e c'heller lavarout e zeus un heñveledigezh etre diribin torrod-meur an Douar-bras hag ar c'haniennoù a zo ouzh o voulc'hañ.

1943
Référence : TNKN p58

N'oa ket bet troc'het ha didosennet holl c'hlastenenned an diribinoù, ha kalz eus platanenned diamzeret ar balioù aet da zouar fu a nac'he atav kouezhañ diouzh o sav.

1949
Référence : SIZH p.52

Du-se, pell pe dostoc’h, en alamandezenned ha gwez-kraoñ al liorzh kloz e taol eostiged all, her ha taer, o zio ! tio ! tio ! bagol, ma tasson kili an diribin, e-giz ma vije ur palez strink.

1949
Référence : SIZH p.39

Daoust ha ma veze ruz ha bev-mat he liv, ne dlee ket he c'halon bezañ en he reizh, rak pa felle dezhi mont da di he mamm, berr e veze warni o pignal gant an diribin, ha rankout a rae chom a-sav da dennañ hec'h alan en ur stardañ he daouarn ouzh he bruched.

1954
Référence : VAZA p.14-15

An eil skoilh bras eo ar gwazhioù-dour : un diribin vat[sic] a vez peurliesañ evit en em gavout ganto, hag a bep tu dezho e kaver un treuziad fankigelloù a vez graet "poto-poto" anezho er vro.

1985
Référence : DGBD p34

Kempenn e vo plaenaet al leurenn tro-dro, ha roet dezhi un tamm diribin, da virout na chomfe ar glav hag an traoù all da boulladiñ eno.

1992
Référence : EAZB p. 109

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux