1. Termen a dalvez d'ober anv eus ur Yaou tremenet pe da zont.
Diwar ziriaou, adalek diriaou. A-raok, goude diriaou. • Diriaou diwezhañ, diriaou tremenet e oac'h manet er gêr : d'an diwezhañ Yaou zo bet. Diriaou a-raok, diriaou all : d'ar Yaou zo tremenet a-raok ar Yaou diwezhañ zo bet. • Mont a reot da vale diriaou kentañ, diriaou tostañ, diriaou a zeu, diriaou da zont : d'ar c'hentañ Yaou a vo. Diriaou war-lerc'h: d'ar Yaou a zeuy war-lerc'h ar Yaou kentañ a vo. • Diriaou penn sizhun, diriaou a-benn eizhtez : d'ar Yaou a vo a-benn eizhtez. Diriaou a-benn pemzektez.
2. Ent krenn
D'an diwezhañ Yaou zo bet, d'ar c'hentañ Yaou a vo.
Diriaou e oas deuet abretoc'h. Ac'hanen da ziriaou : da ziriaou kentañ.
&
Tr. adv.
A-benn diriaou : a-benn diriaou kentañ.
&
Kenavo diriaou, ken diriaou : kenavo, a-benn diriaou kentañ.
&
Diriaou da greisteiz, d'abardaez, da noz : diriaou diwezhañ pe gentañ da greisteiz, d'abardaez, da noz.
&
Diriaou vintin, diriaou veure, ar beure : diriaou diwezhañ pe gentañ da vintin, da veure.