Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

Pevare deiz ar sizhun. Hiziv emañ ar Yaou, ar Yaou zo hiziv, hiziv emaomp ar Yaou. Un emvod a vez bep Yaou. & Trl. Un devezh Yaou : ur yaouvezh. & RELIJ. Yaou-Gamblit : ar yaouvezh eus ar sizhun a echu d'ar Sul-Fask. & Yaou-Bask*. 2. Tr. adv. (db. un deiz lakaet) D'ar Yaou : e-kerzh an deiz-se a zegouezh da Yaou. D'ar Yaou c'hwezek a viz C'hwevrer. D'an diwezhañ Yaou a viz Du. & Da Yaou, d'ar Yaou : bep Yaou, pa vez ur yaouvezh. D'ar Yaou e vez graet ar marc'had.

Exemples historiques : 
16
Masquer la liste des exemples

Yaou-Bask

1699
Référence : Har. pg pask

absolvenn Yaou-Gamblid

1732
Référence : GReg pg absoute

yaou gambr-lid

1732
Référence : GReg pg cenacle (lieu où Jesus-Christ fit la Cène)

diskennet eus a Yaou

1732
Référence : GReg pg descendu (de la côte de Jupiter)

Yaou

1850
Référence : GON.II pg Iaou

ar Yaou-Bask

1850
Référence : GON.II pg Iaou

ar Yaou-Ened

1850
Référence : GON.II pg Iaou

deiz Yaou

1850
Référence : GON.II pg diziaou, diziou

Yaou

1850
Référence : GON.II pg diziaou, diziou

Ar pezh a zo gwir eo, d’ar Sadorn war-lerc’h, dor ar Bertou a yoa serret en Dour-Du. Abaoe ar Yaou 'oa aet en e hent gant e wreg hag e vugale.

1878
Référence : EKG.II p.324

Eno, e vezen d'ar Yaou o radena hag o keuneuta pe o telienna hag o lusa.

1929
Référence : SVBV p.15

Mont da vaesañ ar saout [:] Re ar bourk, ha n'o doa ket a saout, a gave tu da vont war ar maez, d'ar Yaou hag e-pad an ehan-skol, da ziwall saout o c'hamaraded peizanted.

1944
Référence : EURW.1 p24

An Alre a roas herberc’h dimp, eus ar Yaou 25 a viz Gwengolo betek ar Sul 28.

1944
Référence : EURW.1 p.205

An danvez-leaned a veze kaset, bep yaou [Yaou], da dremen an deiz da vouster San-Miguel.

1949
Référence : SIZH p.52

Ha chervad a veze graet ganti, - pa lavaran, petra bennak ne gemere ket kalz tra digant tud an ti, ugent real ar peurliesañ, ugent lur d'ar muiañ, met dastum a rae un tamm brav a werzh-butun, peogwir e veze alies betek un daou pe dri c'hant bennak o verniañ an deiz kentañ an eured, rak ne veze ket sellet berr d'ar c'houlz-se, ha tri dervezh e pade an abadenn : d'al Lun evit ar pennoù bras, d' ar Meurzh evit an dudigoù, mitizhien, amezeien hag all, ha d' ar Yaou evit ar veleien, ar gerent hag ar vignoned nesañ.

1954
Référence : VAZA p.11

E-pad an noz etre ar merc'her hag ar yaou e klevis ar yer o krial hag o tiskournijal en o loch, hogen ne ris ket kement-se a van, ha menel a ris kousket adarre.

1985
Référence : DGBD p92

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux