1. Termen a dalvez d'ober anv eus ur Sadorn tremenet pe da zont.
Diwar zisadorn, adalek disadorn. A-raok, goude disadorn. • Disadorn diwezhañ, disadorn tremenet e oant da veajiñ. Disadorn a-raok, disadorn all : d'ar Sadorn zo tremenet a-raok ar Sadorn diwezhañ zo bet. • Mont a raimp da besketa disadorn kentañ, disadorn tostañ, disadorn a zeu, disadorn da zont : d'ar c'hentañ Sadorn a vo. Disadorn war-lerc'h : d'ar Sadorn a zeuy war-lerc'h ar Sadorn kentañ a vo. • Disadorn penn sizhun, disadorn a-benn eizhtez: d'ar Sadorn a vo a-benn eizhtez. Disadorn a-benn pemzektez.
2. Ent krenn
D'an diwezhañ Sadorn zo bet, d'ar c'hentañ Sadorn a vo.
Disadorn e oac'h bet kouezhet. Ac'hanen da zisadorn : da zisadorn kentañ.
&
Tr. adv.
A-benn disadorn : a-benn disadorn kentañ.
&
Kenavo disadorn, ken disadorn : kenavo, a-benn disadorn kentañ.
&
Disadorn da greisteiz, d'abardaez, da noz : disadorn diwezhañ pe gentañ da greisteiz, d'abardaez, da noz.
&
Disadorn vintin, disadorn veure, ar beure : disadorn diwezhañ pe gentañ da vintin, da veure.