Donemat war porched an teknologiezhioù nevez evit ar brezhoneg. Gant Ofis Publik ar Brezhoneg eo bet savet al lec'hienn-mañ gant ar pal brudañ ar binvioù hag al loazioù niverel a zo anezho evit ar brezhoneg.
Ar binvioù hag al loazioù-se zo frank ha digoust o implij. Diorroet int bet gant Ofis Publik ar Brezhoneg pe gant obererien an niverel e Breizh evit bastañ da ezhommoù brezhonegerien ha brezhonegerezed hiziv, evit aesaat an deskiñ brezhoneg hag evit talvoudekaat plas ar yezh war Internet.
Termbret, anezhañ kreizenn dermenadurezh an OPAB, a c’haller gwelet hag implijout e vank roadennoù publik evit netra.
N’eo ket Termofis ur geriadur. Ar roadennoù a zo en diaz-mañ ne vezont ket kavet er geriadurioù hollek : termenoù teknikel eo an darn vrasañ anezho, diwar-benn tachennoù arbennik evel ar skiantoù, ar velestradurezh pe c’hoazh an ekologiezh. E TermOfis eo embannet an termenoù teknikel dave skrivet el levrioù-skol hag el levrioù-kelenn, pe c’hoazh implijet gant ar melestradurezhioù war o skritelloù er vuhez foran hag en teulioù melestradurel pe gwir savet ganto.
KerOfis eo diaz roadennoù ar servij Glad yezhel ha panellerezh en Ofis publik. Gantañ e c'haller kaout e brezhoneg stummoù melestradurel anvioù-lec’h e Breizh (enanvioù) a vez implijet war ar panelloù-hent, da skouer. Ennañ e c’haller kavout ivez stummoù brezhonek anvioù-lec’h en estrenvro (ezanvioù) a vez implijet dreist-holl war ar c’hazetennoù brezhonek, el levrioù douaroniezh pe istor hag el levrioù da ledañ deskamant skiantel. Bez’ ez eus ivez titouroù etimologel hag istorel war al lec’hanvioù a zo en diaz.
E KerOfis e c’hallot kavout da gentañ anvioù kumunioù, kêrioù, kêriadennoù, hentoù, stêrioù, uhelennoù ... met ivez anvioù douaroniel : broioù ha kêrioù-penn estren, stêrioù ha menezioù ar bed.
Meurgorf eo ar geriadur istorel evit ar brezhoneg hag e brezhoneg. Tost da 60 000 pennger zo er benveg niverel-mañ.
Termenet eo kement pennger pe kement ger a zo ennañ. Ar geriadur a ro ivez skouerioù implij istorel deiziet ha mammennet, tennet eus oberennoù dave al lennegezh vrezhonek pe eus embannadennoù all (kelaouennoù, kazetennoù pe c’hoazh geriadurioù).
Pal Meurgorf eo bodañ ha kinnig holl gorpus anavezet ar brezhoneg abaoe mare ar c'hrennvrezhoneg betek hon amzer.
Ur savenn emzeskiñ niverel gouestlet d’an deskiñ brezhoneg eo Desketa, anezhañ un ostilh empentet ha diorroet gant an OPAB. Publik ha digoust penn-da-benn eo ar savenn-mañ a c’haller tizhout enlinenn. N’eus ken nemet en em enskrivañ d’ober. Desketa en em harp war liveoù portfolio europat (PEY) ar yezhoù evel m’int bet termenet gant Kuzul Europa. E etrefas eeun, sklaer, hag etreoberiat zo bet soñjet evit aesaat an deskiñ hag ambroug an deskidi hed-da-hed o beaj war-zu mestroni ar brezhoneg.
Dre ar brezhoneg pe dre ar galleg e c'hellit dizoleiñ pinvidigezh dalc'had arbennik KDSK Sant-Ervlan diwar-benn Breizh, ar brezhoneg, ar broioù keltiek, ar glad sevenadurel, ...
An danvez lennegel embannet e brezhoneg hiziv an deiz a ya d'ober un darn bouezus eus an dalc'had, digor bras ivez war lennegezh Breizh e galleg ha war lennegezh ar yezhoù keltiek all.
War-dro 18.000 teul a zo da vezañ sellet enno war al lec'h, muioc'h eget 400 titl a gelaouennoù a zo renablet ivez.
Gant troer emgefre nevez an OPAB e c’haller treiñ war an tu brezhoneg-galleg ha war an tu galleg-brezhoneg.
Gant an OPAB eo bet diorroet.
Gant an troer emgefre Apertium e c’haller lakaat e galleg testennoù skrivet e brezhoneg.
Diorroet eo bet diwar ur raktres Open Source boulc’het gant Skol-veur Alacant e Spagn.
Gant sintezenn ar gomz e brezhoneg e c'haller genel ur restr glevet diwar ur frazenn pe diwar un destenn.
Ur vouezh plac’h hag ur vouezh paotr a c’haller klevet, sintetek met gwirheñvel o-div !
Le transcripteur Braille de l'OPLB permet de transcrire en écriture Braille des textes en breton.
Ar bajenn-mañ zo bet savet diwar ur benveg diorroet gant Harris Mowbray.