1. V.g.
Bezañ, chom er gwasked diouzh an heol.
Un dudi eo evañ ur banne o tisheoliañ e skeud un davarn. Mont da zisheoliañ.
[1924] Ar wezenn-dilh !… Pet rummad a Lokiregiz a zo bet o tisheoliañ o tisklaviañ dindan he delioù [...].
2. V.k.e.
Gwaskediñ (udb., ub.) diouzh an heol.
Ar vezvenn a zisheol ar feunteun.
&
Ent krenn
N'eus ket mui tra-walc'h a wez da zisheoliañ. An tog-mañ zo mat da zisheoliañ.
&
(en tu gouzañv)
Un hentig disheoliet gant gwez deliaouet-fonnus.
3. V. em.
EN EM ZISHEOLIAÑ : bezañ, chom er gwasked diouzh an heol.
Evit en em zisheoliañ em eus un telt.
EVEZH. : Distagañ a reer ar furm disheoilh (trede gour unan amzer-vremañ an doare diskl. hag eil gour unan an doare gourc'h.) evel-henn : ['disewlj]
Référence :
GON.II
pg dishéolia (Ombrager. Mettre ou se mettre à l'ombre, à l'abri du soleil), gwaskédi
disheoliet
dishéoliet
1850
Référence :
GON.II
pg dishéolia (Ombrager. Mettre ou se mettre à l'ombre, à l'abri du soleil. Part.)
Ar wezenn-mañ a zo mat d'hon disheoliañ.
Ar wézen-mañ a zô mâd d'hon dishéolia.
1850
Référence :
GON.II
pg dishéolia (Cet arbre est bon pour nous ombrager, pour nous garantir du soleil).
Deomp da zisheoliañ.
Déomp da zishéolia.
1850
Référence :
GON.II
pg dishéolia (Allons nous mettre à l'abri du soleil).
Ar wezenn-dilh !… Pet rummad a Lokiregiz a zo bet o tisheoliañ o tisklaviañ dindan he delioù : gwazed, merc’hed, martoloded, pesketaerien, maltouterien.
Ar ween dilh !… Ped rummad a Lokiregiz a zo bet o tisheolia o tiskloia dindan he deliou : gwazed, merc’hed, martoloded, pesketerien, maltouterien.
1924
Référence :
BILZ1
n°47 p.1121
disheoliañ
disheolia
1931
Référence :
VALL
pg s'abriter (du soleil)
Avelet mat eo ar beg-douar, un hentig koant a zo oc'h heuliañ an aod, disheoliet gant gwez mangez ha, war an adreñv ez eus torgennoù koadek o pignat betek ur c'hant metr uhelder bennak.