Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. V.g. Bezañ, chom er gwasked diouzh an heol. Un dudi eo evañ ur banne o tisheoliañ e skeud un davarn. Mont da zisheoliañ. [1924] Ar wezenn-dilh !… Pet rummad a Lokiregiz a zo bet o tisheoliañ o tisklaviañ dindan he delioù [...]. 2. V.k.e. Gwaskediñ (udb., ub.) diouzh an heol. Ar vezvenn a zisheol ar feunteun. & Ent krenn N'eus ket mui tra-walc'h a wez da zisheoliañ. An tog-mañ zo mat da zisheoliañ. & (en tu gouzañv) Un hentig disheoliet gant gwez deliaouet-fonnus. 3. V. em. EN EM ZISHEOLIAÑ : bezañ, chom er gwasked diouzh an heol. Evit en em zisheoliañ em eus un telt. EVEZH. : Distagañ a reer ar furm disheoilh (trede gour unan amzer-vremañ an doare diskl. hag eil gour unan an doare gourc'h.) evel-henn : ['disewlj]

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

en em zisheoliañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (en em) disheaulia

disheoliañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg ombrager

disheoliañ

1732
Daveenn : GReg pg abri

disheoliañ

1732
Daveenn : GReg pg abri

disheoliñ

1732
Daveenn : GReg pg abri

disheoliañ

1850
Daveenn : GON.II pg dishéolia (Ombrager. Mettre ou se mettre à l'ombre, à l'abri du soleil), gwaskédi

disheoliet

1850
Daveenn : GON.II pg dishéolia (Ombrager. Mettre ou se mettre à l'ombre, à l'abri du soleil. Part.)

Ar wezenn-mañ a zo mat d'hon disheoliañ.

1850
Daveenn : GON.II pg dishéolia (Cet arbre est bon pour nous ombrager, pour nous garantir du soleil).

Deomp da zisheoliañ.

1850
Daveenn : GON.II pg dishéolia (Allons nous mettre à l'abri du soleil).

Ar wezenn-dilh !… Pet rummad a Lokiregiz a zo bet o tisheoliañ o tisklaviañ dindan he delioù : gwazed, merc’hed, martoloded, pesketaerien, maltouterien.

1924
Daveenn : BILZ1 n°47 p.1121

disheoliañ

1931
Daveenn : VALL pg s'abriter (du soleil)

Avelet mat eo ar beg-douar, un hentig koant a zo oc'h heuliañ an aod, disheoliet gant gwez mangez ha, war an adreñv ez eus torgennoù koadek o pignat betek ur c'hant metr uhelder bennak.

1985
Daveenn : DGBD p90

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial