Hep skoazell.
Diskoazell ec'h eus dilezet anezho. Ar paourkaezh kozh diskoazell a gemer nerzh-kalon.
[1878] Mezh o doa, me 'gred, ar soudarded o vezañ bet kemend-all o kerc’hat d’ar prizon ur plac’h yaouank dinerzh ha diskoazell.
HS. diharp, diskor
Mezh o doa, me 'gred, ar soudarded o vezañ bet kemend-all o kerc’hat d’ar prizon ur plac’h yaouank dinerzh ha diskoazell.
Mez ho doa, me gred, ar zoudarded o veza bet kement-all o kerc’hat d’ar prizoun eur plac’h iaouank dinerz ha diskoazel.
1878
Référence :
EKG.II
p.288
Ha, p’o devoe ar merc’hed-se kollet, a unan gant o yaouankiz, o nerzh, o c’hened, o holl zudi, e voent argaset gant o mistri er-maez eus e di, pell diouzh e glozioù ; kozh, digerent, diskoazell, dilezet gant an holl, ez ejont da vervel er c’hoadoù gant an naon pe taget gant ar bleizi.
Ha, p’o devoe ar merc’hed-ze kollet, a unan gand o yaouankiz, o nerz, o c’hened, o holl zudi, e voent argaset gand o mistri er-maez eus e di, pell diouz e gloziou ; koz, digerent, diskoazell, dilezet gand an holl, ez ejont da vervel er c’hoadou gand an naon pe taget gand ar bleizi.
1923
Référence :
SKET
p.90
O-unanik ha diskoazell ec’h eus dilezet anezho, hag int yaouank, dic’houzvez eus ar bed hag eus ar broadoù anezhañ, dirak tud estren deut a-bell, tud hep feiz na reizh, kantreerien ar mor hag an doureier.
O-unanik ha diskoazell ec’h eus dilezet anezo, hag int yaouank, dic’houzvez eus ar bed hag eus ar brôadou anezan, dirak tud estren deut a-bell, tud hep feiz na reiz, kantreerien ar mor hag an doureier.