Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. 1. Harpañ udb. ouzh e skoaz. Skoaziañ e fuzuilh a-raok tennañ. 2. Stouiñ e zivskoaz. 3. Skorañ ub. evit ma chomo war-sav, ma c'hallo kerzhet. E zivesker a zeuas da horjellat dindanañ, hag e voe ret e skoaziañ a-bep-tu. 4. Dre skeud. Reiñ sikour da ub. Skoaziañ ub. en e labour. Bezañ skoaziet gant e vignoned. HS. skoazellañ. II. v. kenem. (db. an dud) EN EM SKOAZIAÑ. 1. Sikour an eil egile. Ret eo en em skorañ, en em skoaziañ, rak an amzer zo fall. 2. Dre ast. Pignat an eil war divskoaz egile evit tizhout udb. uhel. EVEZH. : distagañ a reer ar furm skoaz (trede gour unan amzer-vreman an doare-diskl. hag eil gour unan an doare-gourc'h.) evel-henn : ['skwasj].

Exemples historiques : 
16
Masquer la liste des exemples

skoaziañ

1732
Référence : GReg pg appuier

skoaziañ ur vur

1732
Référence : GReg pg appuier

skoaziet

1732
Référence : GReg pg appuier

skoaziañ un dra bennak

1732
Référence : GReg pg épauler (apuïer quelque chose)

skoaziañ ur re

1732
Référence : GReg pg épauler (quelqu'un, le soutenir de l'épaule, ou du bras, pour l'aider à marcher)

Un azvoger en deus savet evit skoaziañ ar c'hraou.

1850
Référence : GON.II pg asvôger (Il a fait bâtir un contre-mur pour soutenir l'étable).

skoaziañ

1850
Référence : GON.II pg harpa, skoazella, skoazia, skôra

skoaziet

1850
Référence : GON.II pg skoazia

ret e vezo o skoaziañ

1850
Référence : GON.II pg skoazia

Lakit ho poan da labourat / Hag an aotrou Doue ho skoazio, / Petra bennak a c'hoarvezo.

1867
Référence : MGK p114

Ha ne dalv ar gragez / A zo tener ha mat, zo o buhez karet, / Karet o bugale, karet o friejoù, / A zo ar vein-oaled a domm ar c'halonoù, / Ar c'hantolorioù kaer zo warno sklêrijenn, / Goulaouennoù an ti, evel heol an neñvoù, / Evel louzaouennoù a bare pep anken, / O dorn atav noz-deiz a bep tu o viret, / Dre 'r wenodenn ma'z eomp, na vemp gant drein toullet, / Ha ne dalvont ar boan, lavarit din bremañ, / E ve ar gragez-se termet dindan ar bec'h, / E vent-i skoaziet start ha skoret gant ar vrec'h / He deus bet digant Doue ar galloud d'o harpañ ?

1867
Référence : MGK p141-142

Kaer o doa ar soudarded en em skoaziañ, en em lakaat daou, tri, bern-war-vern, n’oant ket c’hoazh uhel a-walc’h evit tizhout ar skourr izelañ da stagañ ar gordenn da grougañ Paolig ar Sann.

1878
Référence : EKG.II p.161

Ar Varzed a dle skoaziañ en Breizh, ha zoken er broioù all, ar c'hevredigezhioù diazezet war ur spered brezhonek.

1909
Référence : REZI p.19

Disklêriañ a rejont na oant ket deut er vro e sell da ziazezañ enni, hogen evit kenwerzhiñ ; ez oa, koulskoude, o menoz chom enni ur pennad-amzer hag ez oant tuet, e-keit ha ma chomjent, da reiñ da vibien Vanos an holl gennerzh a c’hallje ar re-mañ da c’hoantaat ; ez oa reizh-mat dezho sevel kevredad hag en em skoaziañ o vezañ ma’z oant an eil re hag ar re all ermaeziaded war an douar-se ma teuent di dre vor eus ar C’huzh-heol ha mibien Vanos dre zouar eus ar Sav-heol, hag ouzhpenn, pa rae dezho an doueed kejañ ker burzhudus el lec’h-se, hag int keit-ha-keit-all dioutañ ar mammvroioù anezho, eo o doa, hep mar, un dezo bennak en o c’heñver.

1923
Référence : SKET p.101

Dont a reas ar re-mañ da reiñ dorn neuze, d’e skoaziañ da liammañ ha da vinwaskañ ar plac’h yaouank.

1923
Référence : SKET p.103

skoaziañ

1931
Référence : VALL pg aider, appuyer, assister

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux