— Ya, aotrou person. — Evelato savit anezhañ en doujañs [a]n Aotrou Doue. — Ya, ya, aotrou person. — Ha gras dezhañ na heulio ket roudoù e berc’henn ! Grit dioutañ, dre ho kelennadurezh, ar pezh n’eo bet nag e dad nag e vamm. — Kalet ar blanedenn, aotrou person ! — Petra a fell deoc’h !… Pep hini ac’hanomp a steu e hini, dindan dorn ha skoazell an Aotrou Doue.
verb-skoazell
skoazell
O rener Massingou, koulskoude a oa ur paotr tre, leun a youl vat, prest atav da reiñ skoazell, da zifenn ha da zivec'hiañ e dud ; n'eo ket marteze koulskoude an doare dereat da vezañ "capita" er vro-se ha n'eur ket enni ur rener ma ne ouezer ket lakaat ar re all da labourat en e lec'h.
Aze e tigoras an armel-houarn, hag eus al lec'h donañ anezhi e tennas un teul, skrivet 'Testamant an Dr Jekyll' war ar golo anezhañ ; azezañ a reas da studiañ an endalc'had, teñval e benn. Diazorn e oa an testamant, rak an Ao.Utterson en doa nac'het krenn reiñ e skoazell evit e skridaozañ
Dre vras [dre-vras] eo gwell soñjal e daouadoù stourmerien, evel m'hon eus displeget kentoc'h, rak evel-se e vefont gouest d'en em wareziñ an eil egile ha da c'houlenn skoazell betek gouzout m'az afe da feuls ar boliserien.
Grit ho kwir wellañ. Ha ma fell deoc'h kaout skoazell digant ar Servij Kelaoua Broadel, lavarit din.
Pa vez raksoñjet er frejoù-se ez eus tu d'en em aozañ o sevel sonadegoù skoazell da skouer [...]
Mots précédents
Mots suivants
skoazellañ